Levr
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ul levr (liester : levrioù ha levroù e Bro-Wened)a zo un teul skrivet hag/pe moulet hag/pe skeudennet hag a zo hezoug hag a zo un unanded savet a-ratozh.
Taolenn |
[kemmañ] Petra eo ul levr?
Daoust ma seblant splann an dra d'an darn vrasañ eus an dud, n'eo ket degemeret an divizadur-mañ gant lod ha diaes eo sevel unan resis awalc'h.
Hervez Littré, ul levr a zo "dastum graet gant meur a follennoù hag a zo ur paron evit un testenn dornskrivet pe voulet warnañ.
En "Nouveau dictionnaire universel" (1870), Maurice La Châtre a skriv m'eo al levr "strobadur meur a follennoù paper, leuegen, parch, moulet pe dornskrivet, holl wriet evit kaout stumm ul levrenn goloet gant ur follenn baper, kartoñs, parch, maoutken, leuegen, ler-Marok hag all...
Diwar an deskrivazur danvezel e c'heller dispartiañ 3 c'harg :
- paron evit ar skritur
- skignañ ha mirout testennoù liesseurt
- hezougerezh
Met e wechoù e vez divizet natur al levr diwar an traoù nes ha n'int ket heñvel-rik :
Ul levr n'eo ket levr un enskrivadur war ur savadur pa n'eo ket hezoug
Ar vedalennoù, er c'hontrol, a zo gwelet a-wechoù evel levrioù
Ul levr n'eo ket nag ur gelaouenn nag ur mareadeg pa n'int ket ur c'henstroll peurglok
Ul levr n'eo ket ur paperenn dornskrivet pe voulet, rak-se n'eo ket bet savet evit-se.
Ul levr eo a-dra-sur ur c'helc'hgeriadur moulet, met n'eo ket memestra evit ur c'helgeriadur war sederom pe war Internet.
[kemmañ] Gerioù deveret
- levraoua
- levraoueg ha levraoueger ha karrlevraoueg
- levraouer ha levraouerezh
- levrenn
- levriad = endalc'h ur levr
- levrier ha levrierezh
- levrig = levr bihan
- levroniezh ha levroniour
[kemmañ] Gerioù kevrennek
- armel-levrioù
- bloazlevr
- deizlevr
- dielllevr
- dornlevr
- dornskrid
- kounlevr
- kraflevr
- levr-godell
- levrdi
- levrlennadurezh
- marc'h-levr
- stal-levrioù
- sturlevr
[kemmañ] Sterioù all
Pa vez anv eus al Levr (gant un L bras) eo hini ar Bibl.
Levrioù a zo anv 3e tor an daskirierien.