Aten
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kêr-benn Bro-C'hres eo Aten (henc'hresianeg el liester atav Ἀθῆναι; gresianeg a-vremañ Αθήναι pe aliesoc'h Αθήνα, LFE: /a'θina/) anvet diwar anv an doueez Athena. Unan eus ar c'heodedoù brudetañ eo p'eo bet ur riez-kêr pennañ e Henc'hres, kavell meizadoù hag anaouedegezhioù aet da vezañ mein-bon ar sevenadur europat ha bedel. Kavet e vez ivez ar stummoù Atenas, pe Atena a-wechoù.
Deuet eo da vezañ bremañ Aten kêr-benn Bro-Ch'res p'eo bet adsavet e 1835. Un tolpad-kêrioù bras eo, enni 3,7 milion annezad, o kreskiñ buan dave ar Reter hag an Norzh war lodenn vrasañ he fastell-vro, an Attika. Ur greizenn bolitikel, armerzhel, greantel galloudusoc'h-galloudusañ ha modernoc'h-modernañ eo.