Gwener (deiz)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Gwelet amañ, evit sterioù all Gwener.
Taolenn |
[kemmañ] Devezh ar sizhun
5vet devezh ar sizhun eo ar Gwener (digwener pa vez implijet evel un adverb). Roet eo bet an anv diwar an doueez Gwener, unan eus doueed pennañ ar Romaned. Deizioù all ar sizhun : Lun, Meurzh, Merc'her, Yaou, Sadorn, Sul.
[kemmañ] Gwener er relijion
[kemmañ] Relijion gristen
Un deiz a-bouez eo Gwener ar Groaz er relijion gristen pa lavar Sant Yann Aveliour eo en deiz ma veze lidet Pask gant ar Yuzevien m'eo bet barnet ha kondaonet Jezuz-Krist da vezañ kroazstaget. Sul Fask eo anv ar Sul a zeu goude.
N'eo ket stabil deiziad Gwener ar Groaz pa vez jedet plas Sul Fask diwar deiziadur al Loar.
[kemmañ] Islam
Un deiz a-bouez eo pep Gwener evit ar vuzulmaned sunnit ha chiit pa vezont kustum mont d'ar voskeenn evit ul lid. Er broioù muzulman ne labour ket kalz a dud en deiz-se.
Deizioù ar sizhun |
Lun – Meurzh – Merc'her – Yaou – Gwener – Sadorn – Sul |