Meurzh (deiz)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Eil devezh ar sizhun eo ar Meurzh. Dimeurzh a vez implijet evel adverb. Roet eo bet an anv diwar hini Meurzh, doue ar brezel evit ar Romaned. Anv ar blanedenn Meurzh eo ivez
[kemmañ] Ar Meurzh er relijionoù hag ar c'hredennoù
Un deiz ispisial eo ar Meurzh a zeu 40 deiz a-raok Sul Fask er relijion gatolik roman. Betek ar bloavezhioù 1960 e oa urzh gant an Iliz da chom hep debriñ kig e-pad ar mare-se anvet ar C'horaiz. An dra-se a oa ober vijil ha debret e veze pesked ha vioù e-lec'h kig. Pa groge ar C'horaiz d'ar Merc'her e oa ar Meurzh just a-raok un devezh gouel hag e klaske an dud kaout dudi a-raok un amzer trist a-walc'h ma ne vije mui tu da gaout plijadur. Setu perak e veze graet er Grennamzer traoù sot evel kas loened en iliz.
Chomet eo bev kustum an dic'hizañ hag e weler e meur a gêr ha kêriadenn dibunadegoù tud treuzwisket. Maskloù a vez gant an dud hag aozet e vez balioù gant maskloù ivez. Gouelioù Meurlarjez e Douarnenez a zo chomet bev-tre.
Er brezhonegva e veze lidet Meurlarjez (Meurzh+larjez) pe Malarje ha stummoù nes. Tost eo ar ster eus Mardi-Gras e galleg. E Kerne-Izel e veze graet ivez gant an Ened hag e veze poazhet kouignoù ispisial, "kuignoù an Ened" o anv.
Deizioù ar sizhun |
Lun – Meurzh – Merc'her – Yaou – Gwener – Sadorn – Sul |