Sizhun
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Heñvelson eo sizhun er yezh klasel gant anv ar gêr Sizun hag hini ar C'hab-Sizun.
Ar sizhun a zo ur prantad-amzer, seizh devezh enni. An doare-mañ evit rannañ an amzer a zo kavet roudoù anezhañ en henamzer goshañ. An anvioù brezhonek a zeu eus re doueed pennañ ar Romaned.
Anvioù deizioù ar sizhun :
- Lun (deiz al Loar = luna e latin)
- Meurzh (deiz an doue Meurzh)
- Merc'her (deiz an doue Merc'her)
- Yaou (deiz an doue Yaou)
- Gwener (deiz an doueez Gwener)
- Sadorn (deiz an doue Sadorn)
- Sul (deiz an doue Apollon, doue an Heol = Sol e latin)
Kavet e vez anvioù deizioù kazi heñvel o stumm hag heñvel o ster e meur a yezh europek. Deiz an Aotrou eo ar Sul evit an iliz kristen hervez danevell krouidigezh ar bed er C'heneliezh, kentañ levr ar Bibl. Hervez an danevell-mañ eo bet krouet ar bed gant Doue e-pad un sizhunvezh : c'hwec'h devezh evit an ober hag ar seizhvet evit an diskuizh.
[kemmañ] Urzh devezhioù ar sizhun
Hervez ISO 8601 e krog ar sizhun d'al Lun.
Met evit broioù 'zo evel Breizh-Veur hag Amerika latin eo ar boaz lakaat ar sizhun da gregiñ d'ar Sul.
Kement-mañ a zo ivez boaz kozh ar Vretoned (gwelout ar c'hrennlavar : ar Yaou fin ar sizhun nemet daou).
Deizioù ar sizhun |
Lun – Meurzh – Merc'her – Yaou – Gwener – Sadorn – Sul |