Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Hieroglifoù war ur maen-koun egiptat
|
Hieroglifoù e mirdi Mimfis gant delwenn Ramses II en adreñv.
|
Ur reizhiad skrivañ eo ar Hieroglifoù. Implijet eo bet e-pad Henamzer Egipt. Mesket e veze enni elfennoù lizherennek, silabennek ha skeudennek.
Diwar ar gresianeg e teu ar ger hieroglif. Eus ar gerioù ἱερογλύφος (hieroglúphos) hiero- (ἱερός), a dalvez "sakr", ha glif (γλύφειν), a dalvez "benañ". Treuzskrivañ a reer ar frazenn egiptat a dalvez kement ha hieroglifoù evel mdw nṯr skrivet alies medu netjer; ger evit ger "gerioù Doue"].
[kemmañ] Istor hag emdroadur
E-pad bloavezhioù eo bet Pladenn Narmer an enskrivadur hieroglifek kentañ anavezet. Kavet e oa bet e-doug furchadegoù Hierakonpolis (Kaoum al-Ahmar hiziv) e-tro 1890. Bloaziataet e oa bet e-tro 3000 kent JK. E 1998, koulskoude, ur skipailh arkeologourien alaman a oa o furchal en Abidos (Umm al-Qa'ab hiziv) a zizoloas bez U-j a oa d'ur penn-bras rakdinastek; eno e voe adkavet 300 tamm kleiz a oa skrivet kent-hieroglifoù warno. Bloaziataet eo bet ar bez-se e-tro 3400 kent JK.
Tri doare arouezennoù a ya d'ober ar hieroglifoù: arouezennoù fonetek, en o zouez arouezennoù unkensonennek, evel al lizherenneg, met ivez un toullad a verk div pe deir c’hensonenn, skeudennoù, zo evit ur ger, ha dezverkerioù, a verk rummad ster ur ger dilizherennet hep merkañ e dalvoudegezh resis.
A-feur ma'z ae ar skrivañ war-raok e-touez Egiptiz ez eus deuet lizherennoù eeunoc’h war wel. Setu ar pezh a anver ar skritur hieratek (implijet gant ar gloer) hag ar skritur demotek (implijet gant an dud dre vras). Aesoc’h e oa ober gant ar stummoù nevez-se war ar papiruz. N'eo ket evit kelo-se avat ma'z eas ar skritur hieroglifek war ziskar. Kentoc’h e oa meur a zoare implijet keñver-ha-keñver. War Maen Rosetta e kaver war un dro ar skriturioù hieroglifek ha demotek.
Dalc’het e voe d'ober gant ar hieroglifoù dindan ren ar Bersed (a-frapadoù etre ar 6vet hag ar 5vet kantved kent JK.), goude aloubadeg Egipt gant Aleksandr Veur, hag e-pad marevezh Makedoniz hag hini ar Romaned da c’houde. Evit doare, kemplezhded ar hieroglifoù a c’hoarvezas evel ur respont, evit darn, d'ar saviad politikel distabil a oa o ren. Lod a gred dezho o deus c’hoariet ar hieroglifoù ur roll evit lakaat kemm etre 'gwir Egiptiz' hag an alouberien estrañjour (hag o mevelien eus ar vro). Kement-se a c’hall displegañ kraksoñjoù ar skrivagnerien c’hresian ha roman zo deuet betek ennomp diwar-benn ar hieroglifoù. Un displegadenn all eo an emzalc’h peurzoujus zo bet gant ar C’hresianed hag ar Romaned e-keñver ar sevenadur egiptat dre vras. Desket ganto e oa eus ar hieroglifoù testennoù sakr eo bet sellet gant an aozerien gresian-ha-roman ouzh reizhiad kemplezh met poellek ar hieroglifoù evel ouzh un doare alegorek, hud zoken, da dreuzkas kevrinoù, gouiziegezh kuzh. Diwar an doujañs-se n'eo ket dedenn zo deuet met diouiziegezh.
A-benn ar pevare kantved goude Jezuz-Krist, ne chome mui nemeur a Egiptad gouest da lenn hieroglifoù ha "mojenn" ar hieroglifoù a yae war gresk. Paouezet e voe da implijout hieroglifoù war monumantoù pa voe bet lakaet serriñ an holl demploù digristen e 391 goude Jezuz-Krist gant an Impalaer roman Theodosius Iañ; An diwezhañ enskrivadur anavezet zo diwar un templ pell-pell er c’hreisteiz nebeut goude 391.
Er pevare kantved ivez e voe embannet ar Hieroglyphica gant Horapollo, un "displegadenn" eus tost 200 arouezenn. Al labour-mañ, hag eñ faziek evit ar pep brasañ, a zispakas pell-pell e aotrouniezh war studi ar hieroglifoù hag e voe kaoz dezho da chom dizispleg e-pad ken pell. Ma'z eo bet lakaet ar pouez war orin gresian ar Hieroglyphica gant ar skolveuridi e penn-kentañ, e vez klasket kentoc’h bremañ diskouez an oberenn-se evel ur striv spontus a-berzh ur gouizieg egiptat da saveteiñ un amzer dremenet aet da get da vat. Bras e voe levezon ar Hieroglyphica war arouezouriezh an azginivelezh, peurgetket e levr Andrea Alciato, hag en o zouez Hypnerotomachia Poliphili Francesco Colonna.
A-hed ar c’hantvedoù e klaskas meur a ouizieg displegañ ar hieroglifoù, peurgetket Johannes Goropius Becanus er XVIvet kantved hag Athanasius Kircher er XVIIvet kantved; C’hwitadennoù ne voe ken eus ar strivoù-se pe displegadennoù toull diazezet just war ar strollañ soñjoù, diouzh ijin pep hini. Al labour talvoudusañ bet savet war an displegañ hieroglifoù a voe kaset da benn gant Thomas Young ha Jean-François Champollion e deroù ar bloavezhioù 1800. Dizoloadenn maen Rosetta gant bagadoù soudarded Napoleon e-pad aloubidigezh Egipt a roas an alc’hwez hollret a dalvezas da Champollion da zisplegañ koulz lavaret an holl hieroglifoù e-tro 1830. Ur pezh trec’h e oa evit diskiblezh nevez an Egiptouriezh.
Treuzvevañ a ra c’hoazh ar hieroglifoù hiziv e daou stumm: war-eeun, dre ur 6 glif demotek bennak ouzhpennet el lizherenneg c’hresian pa vez skrivet e kopteg; hag en un doare dieeun, dre m'en deus awenet al lizherenneg semitek zo mamm d'an holl lizherennegoù all bet implijet biskoazh, ha d'hon hini ivez.
Patrom:IPA notice Patrom:Main
Ur reizhiad kemplezh eo, ur skritur skeudennek, arouezek ha soniadurel war un dro, mesk-ha-mesk en hevelep testenn, en hevelep frazenn, krediñ a rafen lavaret en hevelep ger Lizher da M. Dacier, 27 Gwengolo 1822
Savet eo ar skritur hieroglifek diwar 24 arouezenn unson pennañ (arouezennoù a glot o zalvoudegezh gant ur son hepken, evel lizherennoù ar brezhoneg); Bez' ez eus ivez ouzhpenn kalz a arouezennoù daouson ha trison daoust m'eo rouesoc’h ar re-mañ diwezhañ.
Heverk eo ne vez ket skrivet ar vogalennoù er skritur hieroglifek; aesaet e vez an distagadur oc’h ouzhpennañ un son e etre ar c’hensonennoù. Da skouer: nfr -> nefer = brav, mat.
Ar reizhiad treuzskrivañ implijet en daolenn a-is zo ur c’hantved kozh. Mont a rae d'ober an esae gwellañ bet d'ar mare-se evit tostaat da zistagadur an egipteg. Meur a arouezenn difetis pe dizanv o zalvoudegezh zo enni evel "3". Kalz a araokadennoù zo bet graet abaoe daoust m'eo c’hoazh digor an tabut war munudoù zo. Krediñ a reer bremañ, da skouer, e c’hallfe ar son "3" bezañ bet evit [l] en henegipteg, ha bet kollet war-lerc’h e krennegipteg. Ar c’hensonennoù merket evel mouezhiet (d, g, dj) a c’hall bezañ bet strinket (pe, daoust ma n'eo ket ken asur, gargadennet evel kensonennoù kreñvaet ar yezhoù semitek. Un deskrivadur mat a c’haller kaout gant Allen (2000). Evit munudoù o tennañ da reizhiadoù treuzskrivañ all, sellet ouzh ar pennad Transliteration of ancient Egyptian (e saozneg).
Arouezennoù unson |
Arouezioù |
Treuzskrivadur hengounel |
Talvoudoù fonetek gant Allen (2000) |
|
dist. |
Notennoù |
Henegipteg |
Krennegipteg |
|
Bultur Egipt |
3 |
a |
anvet alef,
a harz tarzhek |
[l] pe [ɾ] |
didrouz, [j], pe [ʔ] |
|
ur gorzenn |
ỉ |
i/a |
anvet yod |
vogalenn deraouiñ pe dibenn; a-wechoù [j] |
pe
|
div gorzenn
pe div linenn veskellek |
y |
y |
yod doubl |
(dizimplij) |
[j] |
|
ur vrec’h |
ˁ |
a |
anvet ain,
kensonenn c’hwezh mouezhiet gargadennet |
marteze [d] |
[ʕ]; [d] bet dalc’het marteze en un nebeud gerioù pe rannyezhoù |
pe
|
polog ur goailh pe e
verradur hieratek |
w |
w/u |
anvet waw
|
[w] ~ [u] |
|
lodenn draoñ ur c’har |
b |
b |
|
[b] ~ [β] |
|
ur c’hondre korz pe ur skaon |
p |
p |
|
[pʰ] |
|
un naer gornek |
f |
f |
|
[f] |
|
ur gaouenn |
m |
m |
|
[m] |
|
ur wagennig dour |
n |
n |
|
[n] |
[n], a-wechoù [l] |
|
ur genoù |
r |
r |
|
(dizimplij) |
[ɾ], a-wechoù [l]
(atav [l] e rannyezhoù zo) |
|
ur goudor korz |
h |
h |
|
[h] |
|
ur guchenn weet |
Mar ne welit ket mat arouezennoù zo eus ar pennad-mañ, pe mar gwelit anezho fall (karrezioù goullo, pikoù-goulennata...) : ur font Unicode a vank deoc'h kazi-sur.
|
h |
un h kreñvaet,
kensonenn c’hwezh divouezh gargadennet |
[ħ] |
|
ur vammog pe
ur bolotenn neud (?) |
Mar ne welit ket mat arouezennoù zo eus ar pennad-mañ, pe mar gwelit anezho fall (karrezioù goullo, pikoù-goulennata...) : ur font Unicode a vank deoc'h kazi-sur.
|
kh |
son korzailhek,
kensonenn staon gargadennet |
[γ] |
|
kof ul loen gant e lost |
Mar ne welit ket mat arouezennoù zo eus ar pennad-mañ, pe mar gwelit anezho fall (karrezioù goullo, pikoù-goulennata...) : ur font Unicode a vank deoc'h kazi-sur.
|
kh |
ur son dousoc’h,
kensonenn c’houel staon gargadennet |
[x] |
|
pezh danvez pleget |
s |
s |
evel an hini a-is |
[s] |
[s] |
|
prenn un nor |
s |
s |
evel an hini diwezhañ |
[θ] |
|
poull ul liorzh |
š |
sh |
|
[ʃ] |
|
tor ur menez |
Mar ne welit ket mat arouezennoù zo eus ar pennad-mañ, pe mar gwelit anezho fall (karrezioù goullo, pikoù-goulennata...) : ur font Unicode a vank deoc'h kazi-sur.
pe q |
k |
k kreñvaet,
kensonenn darzh hogedennet divouezh |
[qʼ] |
|
ur baner gant un dorn |
k |
k |
|
[kʰ]
e gerioù zo, [kʲ] |
|
ur pod en e sav |
g |
g |
|
[kʼ] |
|
ur gouign |
t |
t |
|
[tʰ] |
|
ur gordenn stagañ |
Mar ne welit ket mat arouezennoù zo eus ar pennad-mañ, pe mar gwelit anezho fall (karrezioù goullo, pikoù-goulennata...) : ur font Unicode a vank deoc'h kazi-sur.
pe tch |
tch |
evel e saozneg church |
[tʲ] pe [ʧ] |
|
un dorn |
d |
d |
|
[tʼ] |
|
ur c’hobra |
Mar ne welit ket mat arouezennoù zo eus ar pennad-mañ, pe mar gwelit anezho fall (karrezioù goullo, pikoù-goulennata...) : ur font Unicode a vank deoc'h kazi-sur.
pe dj |
dj |
evel e saozneg judge |
[tʼʲ] pe [ʧʼ] |
Skrivet e vez ar ger 'Ptoleme' gant hieroglifoù evel-mañ:
Setu al lizherennoù a glot gant hieroglifoù ar gartouchenn a-us:
Sellet e vez ouzh "ii" evel ouzh ul lizherenn hepken ha treuzskrivet e vez "i".
Ur skouer all evit diskouez penaos ez a ar hieroglifoù en-dro eo sellet ouzh div dalvoudegezh ar ger egiptek pr (vogalennet peurliesañ evel per). Ti eo e dalvoudegezh kentañ hag e daolennadur hieroglifek zo:
Aze ez a ar hieroglif en-dro evel ur skeudenn zo evit ar ger taolennet ganti: ur ger a glot gant un un arouezenn. Al linenn serzh dindan ar hieroglif zo un doare boas da verkañ emañ an arouezenn evit un ideogramm.
Gallout a ra ivez ar ger pr talvezout kement ha 'mont kuit', 'mont er-maez'. Pa vez skrivet ar ger-se e vez implijet an 'ti' hieroglifek da arouez fonetek:
Amañ e talvez an ti hieroglifek evit ar c’hensonennoù pr. Ar genoù hieroglifek a-is zo ur stagadenn fonetek: lennet e vez r, ar pezh a greñva al lenn fonetikel evit pr. Un deskriver eo an trede hieroglif; un ideogramm eo a ro d'al lennerien talvoudegezh dre vras ar pezh zo skrivet: amañ e verk ur verb dilec’hiañ.
[kemmañ] Pennadoù kar
- Ankh
- Demoteg
- Egipteg
- Yezhoù Egipt
- Niverennoù Egipt
- Egiptouriezh
- Hierateg
- Treuzskrivañ an Henegipteg
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Collier, Mark & Bill Manley|Bloaz=1998|Titl=How to read Egyptian hieroglyphs: a step-by-step guide to teach yourself|Publisher=British Museum Press|ID=ISBN 0-7141-1910-5
- James P. Allen|Bloaz=2000|Titl=Middle Egyptian: an Introduction to the Language and Culture of Hieroglyphs|Publisher=Cambridge University Press|ID=ISBN 0-5217-7483-7