Roll Faraoned Egipt
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Tiernelezhioù faraoned e Henegipt |
Prantad raktiernelezh |
Prantad prototiernelezh |
Prantad thinit |
1añ 2 |
Rouantelezh kozh |
3de 4re 5vet 6vet |
Iañ marevezh etre |
7vet 8vet 9vet 10vet |
11vet (Teba nemetken) |
Rouantelezh krenn |
11vet (Egipt a-bezh) 12vet |
II marevezh etre |
13vet 14vet 15vet 16vet 17vet |
Rouantelezh nevez |
18vet 19vet 20vet |
IIIde marevezh etre |
21añ 22 23de 24re 25vet |
Maread izel |
26vet 27vet 28vet |
29vet 30vet 31añ |
Prantad Gresian |
Aleksandr Veur |
Tiernelezh ar Ptolemeed |
Prantad Roman |
Kavet e vo er pennad-mañ roll Faraoned an Henegipt, adal ar marevezh raktiernelezh a-raok 3000 kt JK betek dibenn tiernelezh Ptolemaios, p'eo deuet Egipt da vezañ ur broviñs roman dindan ren an impalaer roman Aogust e - 30.
Sachomp an evezh diouzhtu ez eus war ar roll teir maouez bet e penn Egipt o doa dibabet chom hep bezañ anvet faraon rak un titl gourel e oa faraon. Ne oant ket pried rouaned ptolemaek, setu int : (Sobeknefru, Hatshepsut, ha Twosret). Merket int war a roll evel "Rouanez ________."
Diwallit : Ret eo degemer an deiziadoù merket amañ gant evezh-bras. Meur a reizhiad deiziatañ zo evit studioù Egipt, hervez ar mod m'int bet savet ha war peseurt diazez int savet. A-is ez eus ur c'hinnig met n'eo ket an hini nemetañ, anat eo.
Adnotenn : Kontrol d'an dalvoudegezh voas ma verk an termenoù Goueled ha Gorre, kornôg ha reter ur vro, en istor Egipt e vez graet gant Goueled evit envel norzh ar vro ha gant Gorre evit ar su.
Taolenn |
[kemmañ] Henvarevezh
Mont a ra an Henvarevezh eus ar marevezh raktiernelezh pa oa dispartiet Goueled Egipt eus Gorre Egipt renet ma oant gant rouantelezhioù disheñvel, betek ar C'hentañ hag an Eil tiernelezh
[kemmañ] Raktiernenelezh: Goueled Egipt
Goueled Egipt, anvet ivez ar Vro Zu, enni rann norshañ an Nil gant he delta. Moarvat eo diglok ar roll dindan:
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Tiu (faraon) | - | ? |
Thesh | - | ? |
Hsekiu | - | ? |
Wazner | - | e-tro 3100 kt JK? |
[kemmañ] Raktiernenelezh: Gorre Egipt
Gorre Egipt, anvet ivez ar Vro Ruz, enni lodenn suañ an Nil hag ar gouelec'hioù. Moarvat n'eo ket klok ar roll dindan (kalz muioc'h a anvioù diasur zo):
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Ro | - bezañs diasur | e-tro 3200 kt JK? |
Serket II | Anavezet ivez dre an anv a "Krug Egipt" pe "Roue Krug"; marteze an hevelep den ha Narmer. Ur faraon lec'hel all anvet Serket I zo bet ivez. Renet en deus war-dro daou gantved diwezhatoc'h. | e-tro 3100 kt JK |
Narmer | Lod a sell outañ evel ouzh ar roue en deus unanet Goueled ha Gorre Egipt | e-tro 3100 kt JK |
[kemmañ] Iañ Tiernelezh
Iañ Tiernelezh bet o ren etre e-tro 3050 kt JK betek 2890 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Hor-Aha | Menes Moarvat an hini bet unanet gantañ Gorre ha Goueled Egipt. Anavezet ivez e rolloù gwechall evel Min ha Meni | e-tro 3050 kt JK |
Djer | - | 2 vloaz |
Merneith | Adroue evit Djet ha Den | - |
Djet | - | 23 bloaz |
Den | - | 14 da 20 vloaz |
Anedjib | - | 26 vloaz |
Semerkhet | - | 9 da 18 vloaz |
Qa'a | - | 2916?–2890 |
[kemmañ] Eil Tiernelezh
Eil Tiernelezh bet o ren etre 2890 betek 2686 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Hotepsekhemwy | - | 2890–? |
Raneb | - | 39 bloaz |
Nynetjer | - | 23 bloaz |
Wneg | - | 8 vloaz |
Senedj | - | 20 vloaz |
Seth-Peribsen | - | 17 vloaz |
Khasekhemwy | - | ?–2686 kt JK |
[kemmañ] Rouantelezh Kozh
Graet e vez ar Rouantelezh Kozh eus ar mare, en IIIe milved kt JK, m'eo bet Egipt en he barr kentañ evit ar pezh a sell ouzh live diorren he sevenadurezh ha kemplezhded he c'hevredigezh (ar c'hentañ eus an teir marevezh anvet "Rouantelezh" a verk tri barr diorren ar sevenadurezh e traoñienn an Nil), war ur prantad amzer a ya eus ar mare ma oa renet ar vro gant an IIIe Tiernelezh betek ar VIvet Tiernelezh (2630 – 2151 kt JK). Gant kalz a Egiptologourien e vez renket ar VIIvet hag an VIIIvet Tiernelezh er Rouantelezh Kozh ivez pa gendalc'he ar velestradurezh da vezañ kreizennet e Mimfis d'an amzer-se. Merket eo bet dibenn ar Rouantelezh Kozh gant ur prantad a zizunvaniezh politikel hag a ziskar live sevenadurel anvet ar marevezh etre kentañ gant an Egiptologourien.
E Mimfis e oa bet lec'hiet kêr-benn Egipt e-kerzh marevezh ar Rouantelezh Kozh. Eno e oa bet staliet e lez gant ar Faraon Djezer. Perzh anavezetañ ar Rouantelezh Kozh eo savidigezh ar piramidennoù avat. Savet int bet d'ar mare-se ha talvezout a raent da vezioù evit ar Faraoned. Setu perak e vez graet alies "Oadvezh ar piramidennoù" eus marevezh ar Rouantelezh Kozh.
[kemmañ] IIIe Tiernelezh
IIIe Tiernelezh bet o ren eus 2686 betek 2613 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Sanakhte | - | 2686-2668 |
Djoser | Gourc'hemennet gantañ savidigezh ur biramidenn derezek empentet gant Imhotep | 2668-2649 |
Sekhemkhet | - | 2649-2643 |
Khaba | - | 2643-2637 |
Huni | - | 2637-2613 |
[kemmañ] IVe Tiernelezh
IVe Tiernelezh bet o ren eus 2613 betek 2498 kt JK. Gant he Faraoned eo bet savet piramidennoù meur, Khufu (C'heops pe Keops), Khafra (C'hefren pe Kefren) ha Menkaura (Mycerinus pe Mikerinos).
Anv (Raganv) | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Sneferu | - | 2613-2589 |
C'houfou | stumm gresianeg Cheops, a-wechoù brezhonekaet e Keops | 2589-2566 |
Djedefra (Radjedef) | – | 2566-2558 |
C'hafra | Stumm gresianeg Chephren, a-wechoù brezhonekaet e Kefren pe C'hefren | 2558-2532 |
– | amañ e vez renket Bikheris gant gouizeien zo, heuliet gant Manetho | - |
Menkaura | Stumm gresianeg Mycerinus, a-wechoù dindan ar stumm Mikerinos er skridoù brezhonek | 2532-2503 |
Shepseskaf | – | 2503-2498 |
– | amañ e vez renket Thampthis gant gouizeien zo, heuliet gant Manetho | - |
[kemmañ] Vvet Tiernelezh
Vvet Tiernelezh bet o ren eus 2498 betek 2345 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Userkaf | - | 2498-2491 |
Sahure | - | 2487-2477 |
Neferirkare Kakai | - | 2477-2467 |
Shepseskare Isi | - | 2467-2460 |
Neferefre | - | 2460-2453 |
Nyuserre Ini | - | 2453-2422 |
Menkauhor Kaiu | - | 2422-2414 |
Djedkare Isesi | - | 2414-2375 |
Unas | - | 2375-2345 |
[kemmañ] VIvet Tiernelezh
VIvet Tiernelezh bet o ren eus 2345 betek 2181 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Teti | - | 2345-2333 |
Userkare | - | 2333-2332 |
Pepi I Meryre | - | 2332-2283 |
Merenre Nemtyemsaf I | - | 2283-2278 |
Pepi II Neferkare | - | 2278-2184 |
Merenre Nemtyemsaf II | Faraon.diasur | 2184 |
Nitiqret | Ur Rouanez evit doare. | 2184-2181 |
[kemmañ] Marevezh etre kentañ
Graet e vez Marevezh etre kentañ eus ar mare etre dibenn ar Rouantelezh Kozh ha penn-kentañ ar Rouantelezh Kreiz.
Ne voe ket ar Rouantelezh Kozh evit padout pell goude marv Pepi II. Padet e oa e ren a-hed 94 vloaz, pelloc'h eget nep monark all en istor, ha marvet eo d'an oad a 100 vloaz. Abalamour d'e oad e oa bet direizhet mont en-dro ar rouantelezh e-pad ar bloavezhioù diwezhañ.
Torret eo bet unaniezh an div Rouantelezh ha ranket o deus ar Pennoù lec'hel talañ ouzh an naonegezh.
E-tro 2160 kt JK ez eus bet klasket gant ul lignez Faraoned adunaniñ Goueled Egipt adal o c'hêr-benn, Herakleopolis Veur. E-keit-se avat, e teu a-benn ul lignez all diazezet e Teba da adunaniñ Gorre Egipt hag e teuas da vezañ anat e oa da vezañ brezel etre an div diernelezh.
War-dro 2055 kt JK, e voe trec'h un diskennad eus ar faraon Intef III war faraoned Herakleopolis; bodet e voe an div vro en-dro ha diazezet an XIvet Tiernelezh. Kemer a reas an anv ren a Mentuhotep II, kentañ faraon ar Rouantelezh Kreiz.
[kemmañ] VIIvet hag VIIIvet Tiernelezh (bodet)
VIIvet hag VIIIvet Tiernelezh bet o ren eus 2181 betek 2160 kt JK. (Diazezet eo an daolenn-mañ war taolenn Abydos e Templ Seti Iañ, eilet diwar www.narmer.pl/main/abydos_en.html)
Anv | Raganv | Evezhiadennoù |
---|---|---|
--- | Neferkara I | |
Nebi | Neferkara | |
--- | Djedkara Shemai | |
--- | Neferkara Khendu | |
Amañ emañ renket Merenhor gant gouizieien zo | ||
Seneferka | Neferkamin | |
--- | Nikara | |
--- | Neferkara Tereru | |
--- | Neferkahor | |
--- | Neferkara Pepyseneb | |
--- | Neferkamin Anu | |
Iby | Qakara | |
--- | Neferkara II | |
Khuwihap | Neferkawhor | |
--- | Neferirkara |
[kemmañ] IXvet Tiernelezh
IXvet Tiernelezh bet o ren eus 2160 betek 2130 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Meryibre Khety (Achthoes I) | - | 2160- ? |
Meribre Khety II | - | ? |
Neferkare III | - | ? |
Nebkaure (Acthoes II) | - | ? |
Setut | - | ? |
Wakhare Khety I | - | ? |
Merykare | - | ? |
Wankhare Khety II | - | ? |
Menethoupe I | - | ? |
Wankhare Khety III | - | ? |
Khety II | - | ? |
Merc'h Khety II | - | ? |
Merc'h Merikare | - | ? -2130 |
[kemmañ] Xvet Tiernelezh
An Xvet Tiernelezh a yae d'hec'h ober ur strollad lec'hel a astennas e veli war Gorre Egipt etre 2130 ha 2040 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Meryhathor | - | 2130- ? |
Neferkare IV | - | ? |
Wankare (Acthoes III) | - | ? |
Merykare | - | ? |
– | - | ? -2040 |
[kemmañ] XIvet Tiernelezh
Mont a rae d'ober an XIvet Tiernelezh ur strollad lec'hel gwriziennet e Goueled Egipt ha bet o ren eno etre 2134 ha 1991 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Intef I | - | 2134-2117 |
Intef II | - | 2117-2069 |
Intef III | - | 2069-2060 |
Nebhetepre Mentuhotep I | Paket Egipt a-bezh dindan e c'halloud e 2040 kent JK, deroù ar Rouantelezh Kreiz. | 2060-2010 |
Sankhkare Mentuhotep II | - | 2010-1998 |
Nebtawyre Mentuhotep III | - | 1997-1991 |
[kemmañ] Rouantelezh Kreiz
Graet e vez Rouantelezh Kreiz eus a rmare a ya eus dibenn ar Marevezh etre kentañ betek deroù an Eil marevezh etre. Ouzhpenn an XIIvet Tiernelezh e vez renket an XIvet, XIIIvet hag ar XIVvet Tiernelezh er Rouantelezh Kreiz gant skiantourien zo.
Kalz gwanoc'h eo bet an XIIIvet Tiernelezh eget an XIIvet Tiernelezh ha divarrek eo bet da ren war holl douaroù Egipt. Terriñ a reas an tiegezh proviñsel a oa o ren e Xois, lec'hiet e geunioù kornôg an Delta, gant an aotrouniezh kreiz. Savet e voe ganto ar XIVvet Tiernelezh, o verkañ evel-se deroù an Eil marevezh etre.
[kemmañ] XIIvet Tiernelezh
XIIvetTiernelezh bet o ren eus 1991 betek 1802 kt JK. Sellet e vo outi gant Egiptiz an amzerioù diwezhañ evel ouzh an Diernelezh veurdezusañ.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Amenemhet I | - | 1991-1962 |
Senousret I (Sesostris I) | - | 1971-1926 |
Amenemhet II | - | 1929-1895 |
Senousret II (Sesostris II) | - | 1897-1878 |
Senousret III (Sesostris III) | - | 1878-1860 |
Amenemhet III | - | 1860-1815 |
Amenemhet IV | -Gant ur c'henrenezh zo padet bloaz da nebeutañ, diouzh un enskrivadur e Knossos | 1815-1807 |
Rouanez Sobeknefru | Unan eus rouanezed dibaot Egipt. | 1807-1803 |
[kemmañ] Eil marevezh etre
Ur marevezh reuzeudik eo bet an Eil marevezh etre etre dibenn ar Rouantelezh Kreiz ha penn-kentañ ar Rouantelezh Nevez. En amzer-se eo aet tre an Hiksosed e-barzh Egipt; ren a raint etre ar XVvet hag ar XVIvet Tiernelezh.
Gwan-mat eo bet an XIIIvet Tiernelezh e-keñver an XIIvet Tiernelezh. Divarrek eo bet da ren war ar vro a-bezh. Terriñ a reas an tiegezh proviñsel a oa o ren e Xois, lec'hiet e geunioù kornôg an Delta, gant an aotrouniezh kreiz. Savet e voe ganto ar XIVvet Tiernelezh, o verkañ evel-se deroù an Eil marevezh etre.
En em zikouez a reas an Hiksosed en Egipt evit ar wech kentañ e-pad ren Sobekhotep IV, hag e-tro 1720 kt JK e oant mestr war kêr Avaris (Tell ed-Dab'a/Khata'na hiziv). Gant Salitis en o fenn, krouer ar XVvet tiernelezh, e voent mestr war Egipt e-pad ren Dudimose I.
E-tro ar mareoù-se e kouezh Mimfis etre daouarn an Hiksosed. Disklêriañ a ra al lignez Egiptiz o ren e Teba o dizalc'hiezh ha sevel a reont ar XVIIvet Tiernelezh. A-benn ar fin e teuio a-benn an Diernelezh-mañ da argas an Hiksosed kuit da Azia en-dro.
[kemmañ] XIIIvet Tiernelezh
XIIIvet Tiernelezh (oc'h heuliañ Roll rouaned Turin) bet o ren eus 1803 betek e-tro 1649 kt JK hag a badas 153 pe 154 bl. diouzh Manetho.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Sekhemre Khutawy Sobekhotep pe Wegaf | - Krouet gantañ an XIIIvet Tiernelezh. Testeniekaet eo e renadur dre meur a rekord eus an Nil ha papiruzoù. | 1803-1799 4 bl. |
Sekhemkare | - Amenemhat V Senebef, breur da Sekhemre Khutawy. 3 bl. | |
Amenemhat | - | 1795-1792 |
Sehetepre | - | ? -1790 |
Iufni | - | ? |
Seankhibre | - | ? |
Semenkare | - | ? |
Sehetepre | - | ? |
Sewadjkare | - | ? |
Nedjemibre | -7 miz | ? |
Sobekhotep I | - | ? |
Renseneb | -4 miz | e-tro 1775 |
Hor | - | e-tro 1775 |
Sedjefakare | -Ur roue brudet-kaer testeniekaet e anv war mein-koun niverus ha dielloù all. | -e-tro 5/7 bl. |
Sekhemre Khutawy Sobekhotep | - keñveriañ gt Wegaf | e-tro 1767 |
Khendjer | -Da nebeutañ 4 bl. | e-tro 1765 |
Imyremeshaw | - | ? |
Antef V | - | ? |
king Seth | - | ? |
Sobekhotep III | -4 bloaz & 2 viz | e-tro 1755 |
Neferhotep I | -11 vloaz | 1751-1740 |
Sobekhotep IV | -10 pe 11 bl. | 1740-1730 |
Sobekhotep V | - | e-tro 1730 |
Wahibre Ibiau | -10 bl. & 8 miz | e-tro 1725-1714 |
Merneferre Ai | -23 bl. & 8 miz | e-tro 1714-1691 |
Merhetepre Ini | -2 bl. & 2 viz | ? |
Seankhenre Sewadtjew | - | ? |
Mersekhemre Ined | - | ? |
Sewadjkare Hori | - | ? |
diasur eo urzh ar rouaned da-heul
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Dudimose I | - | e-tro 1654 |
Dudimose II | - | ? |
Senebmiu | - | ? |
Mentuhotep V | - | ? |
Senaayeb | - | ? |
[kemmañ] XIVvet Tiernelezh
Mont a rae d'ober ar XIVvet Tiernelezh ur strollad lec'hel genidik eus reter an delta diazezet e Xois (Avaris), ha bet o ren tro-war-dro 1705 betek e-tro 1690 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Nehesy | - | e-tro 1705 |
Khakherewre ? | - | ? |
Nebefawre | - | e-tro 1704 |
Sehebre ? | - | ? |
Merdjefare | - | e-tro 1699 |
Sewadjkare ? | - | ? |
Nebdjefare | - | e-tro 1694 |
Webenre ? | - | ? |
? | - | ? |
—djefare ? | - | ? |
—webenre | - | e-tro 1690 |
Pourchas a ra Roll rouaned Turin 25 anv ouzhpenn, lod diglok hag hep deiziad. Hini ebet anezho testeniekaet e lec'h all ebet. Arvarus-tre eo ar roll-se
[kemmañ] XVvet Tiernelezh
Ganet eo ar XVvet Tiernelezh e-touez an Hiksosed : anezho Bedouined eus an dezerzh deuet eus ar greskenn strujus evit diazezañ ur renadur berr war douaroù bras en-dro d'an Nil ha bet o ren etre 1674 ha 1535 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Sheshi | Bet o ren bloaz pe 3 | 1674- ? |
Yakubher | - | ? |
Khyan | - | 30-40 vloaz |
Apepi I | - | 40 vloaz pe muioc'h |
Khamudy | - | ? -1535 |
[kemmañ] XVIvet Tiernelezh
Mont a rae d'ober ar XVIvet Tiernelezh ur strollad lec'hel genidik eus hanternoz aod ar Sinai (Pelusium), bet o ren etre 1663 hag e-tro 1555 kt JK:
Anv (Raganv) | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
- | Diank eo anv ar roue kentañ amañ war Roll rouaned Turin ha n'hall ket bezañ adkavet | - |
Djehuty (Sekhemresementawy) | – | 3 bl. |
Sobekhotep VIII (Sekhemresewosertawy) | – | 16 bl. |
Neferhotep III (Sekhemresankhtawy) | – | 1 bl. |
Mentuhotepi (Sankhenra) | – | 1 bl. |
Nebiryraw I (Sewadjenra) | – | 26 bl. |
Nebiryraw II | – | 3 miz? |
– (Semenra) | – | 1 bl.? |
Bebiankh (Sewoserenra) | – | 12 bl. |
– (Sekhemreshedwaset) | – | 3 miz? |
- | Diank anv pemp roue amañ war roll rouaned Turin, dibosupl o adkavout | - |
Ouzhpennañ a ra mammenoù zo betek 6 anv all amañ – Semqen, Khauserre, Seket, Ahetepre, Amu, ha Nebkhepeshre (Apepi III) – n'int ket testeniekaet e lec'h all. Seblantout a ra pobl an Hiksosed bezañ aet diwar wel penn-da-benn a-c'houde 1555 kt JK.
[kemmañ] XVIIvet Tiernelezh
Diazezet e oa an XVIIvet Tiernelezh e Gorre Egipt. Bet eo o ren etre 1650 ha 1550 kt JK:
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Rehotep | - | 1650- ? |
Intef V an Henañ | - | 3 bloaz |
Intef VI | - | ? |
Sobekemsaf II | - | 16 vloaz |
Thuty | - | 1 bloaz |
Mentuhotep VI | - | 1 bloaz |
Nebiryerawet I | - | 6 vloaz |
Nebiryerawet II | - | ? |
Semenmedjatre | - | ? |
Seuserenre | - | 12 vloaz |
Shedwast | - | ? |
Intef VII | - | 3 bloaz pe muioc'h |
Senakhtenre | - | ? |
Tao I an Henañ | - | e-tro 1633? |
Tao II ar C'haloneg | - | e-tro 1554 |
Kamose | - | 1553-1550 |
[kemmañ] Rouantelezh Nevez
Graet e vez Rouantelezh Nevez eus ar prantad a ya eus an XVIIIvet betek XXvet Tiernelezh Egipt, adal ar XVIvet kantved kt JK betek an XIvet kantved kt JK, etre an Eil marevezh etre hag an Trede marevezh etre.
E-pad ar Rouantelezh Nevez eo ma voe en he brasañ impalaeriezh Egipt. Pell en em astenne e-barzh Nubia er su, ha dalc'het e oa ganti kalz a zouaroù er Reter-nesañ. En em gannañ a reas armeoù Egiptiz ouzh re an Hittited evit bezañ mestr war Siria a-vremañ.
A-zouez faraoned ar Rouantelezh Nevez ez eus daou anezho zo anavezet gwelloc'h : Akhenaton, anvet ivez dindan an anv a Amenhotep IV, a vez sellet alies ouzh e azeulerezh nemetañ d'an doue Aton evel ouzh eztaoladur kentañ an undoueegezh ha, Ramses II, a glaskas adtapout an tachennoù bet kollet en Israel, Liban ha Siria hiziv an deiz hag a oa bet dalc'het e-pad an XVIIIvet Tiernelezh. Mont a reas a benn gant e arme ouzh Muwatalli II ar roue Hittit e-kerzh Emgann Kadesh
[kemmañ] XVIIIvet Tiernelezh
XVIIIvet Tiernelezh bet o ren eus 1550 betek 1295 kt JK:
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Ahmose I, Ahmosis I | Warlerc'hiad Kamose, a-us. | 1550-1525 |
Amenhotep I | - | 1525-1504 |
Thoutmose I | - | 1504-1492 |
Thoutmose II | - | 1492-1479 |
Hatchepsout | Unan eus ar rouanezed dibaot | 1473-1458 |
Thoutmose III | Anvet alies "Napoleon Egipt." Kabestret gant e lezvamm Hatshepsut e deroù e renadur; goude he marv e voe astennet gantañ tiriad Egipt war-du ar Sav-heol. | 1479-1425 |
Amenhotep II | - | 1427-1400 |
Thutmose IV | - | 1400-1390 |
Amenhotep III | - | 1390-1352 |
Amenhotep IV/Akhenaton | Bet diazezet gantañ ur prantad undoueegezh berrbad (Atonegezh) | 1352-1336 |
Smenkhkare | Adroue Akhenaton. | 1338-1336 |
Tutankhamon | Lakaet peurliesañ da vab da Akhenaton | 1336-1327 |
Kheperkheprure Ai | - | 1327-1323 |
Horemheb | Bet jeneral ha kuzulier Tutankhamon | 1323-1295 |
[kemmañ] XIXvet Tiernelezh
XIXvet Tiernelezh bet o ren etre 1295 ha 1186 kt JK, enni unan eus ar Faraoned vrasañ : Ramses II ar Meurdezus :
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Ramses I | - | 1295-1294 |
Seti I | - | 1294-1279 |
Ramses II ar Meurdezus | Ar faraon liammet ouzh Moizez peurliesañ. Bet trec'h-didrec'h gant an Hittited e-kerzh Emgann Kadesh e 1275 kt JK; sinet e voe da-heul an Emglev peoc'h kentañ anavezet en istor e 1258 kt JK. | 1279-1213 |
Merneptah | Deskrivet e argadegoù dre Libia ha Palestina war ur maen-koun; warnañ emañ an daveenn gentañ d'an Israeliz. | 1213-1203 |
Amenemses | - | 1203-1200 |
Seti II | - | 1200-1194 |
Merneptah Siptah | - | 1194-1188 |
Rouanez Twosret | Unan eus ar rouanezed dibaot | 1188-1186 |
[kemmañ] XXvet Tiernelezh
XXvet Tiernelezh bet o ren etre 1185 betek 1070 kt JK:
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Setnakhte | - | 1186-1183 |
Ramses III | Bet oc'h en em gannañ a-enep da Tud ar Mor (Filistined) e 1175 kt JK. | 1183-1152 |
Ramses IV | - | 1152-1146 |
Ramses V | - | 1146-1142 |
Ramses VI | - | 1142-1134 |
Ramses VII | - | 1134-1126 |
Ramses VIII | - | 1126-1124 |
Ramesses IX | - | 1124-1106 |
Ramses X | - | 1106-1102 |
Ramses XI | - | 1102-1069 |
[kemmañ] Beleien Veur Amon e Teba
Ha pa ne vefe ket sellet outo evel ouzh un Diernelezh per se, e oa ken bras galloud ha levezon Beleien Veur Amon e Teba ma oant gwir renerien Gorre Egipt etre 1080 ha 945 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Herihor | - | 1080-1074 |
Piankh | - | 1074-1070 |
Pinedjem I | - | 1070-1032 |
Masaherta | - | 1054-1046 |
Menkheperre | - | 1045-992 |
Nesbanebdjed II | Anvet ivez Smendes II | 992-990 |
Pinedjem II | - | 990-969 |
Psusennes III | Tost sur an hevelep den ha Psusennes II | 969-945 |
[kemmañ] XXIvet Tiernelezh
Diazezet e oa galloud an XXIvet Tiernelezh e Tanis. Gwan a-walc'h eo bet. War ar paper e oant mestr war Egipt a-bezh met e gwirionez ne'z ae ket pelloc'h o levezon eget Goueled Egipt. Bet int o ren etre 1069 ha 945 kt JK
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Nesbanebdjed I | Anvet ivez Smendes I | 1069-1043 |
Amenemnisu | - | 1043-1039 |
Psusennes I | - | 1039-991 |
Amenemope | - | 993-984 |
Osorkon an Henañ | - | 984-978 |
Siamun | - | 978-959 |
Psusennes II | - | 959-945 |
[kemmañ] Trede marevezh etre
Merkañ a ra an Trede marevezh etre fin ar Rouantelezh Nevez. Bet eo meur a diernelezh genidik eus Libia o ren, alese an anv all a Marevezh libian.
[kemmañ] XXIIl Tiernelezh
Genidik eus Libia e oa faraoned an XXIIl Tiernelezh; bet int o ren etre e-tro 945 betek 720 kt JK:
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Shoshenq I | Shishaq ar Bibl | 945-924 |
Osorkon I | - | 924-889 |
Shoshenq II | - | 890-890/889 |
Takelot I | - | 889-874 |
Harsiese | Emsaver, e Teba | 875-862 |
Osorkon II | - | 874-833 |
Shoshenq III | - | 833-794 |
Shoshenq IV | - | 794-781 |
Pami | - | 781-775 |
Shoshenq V | - | 775-739 |
Osorkon IV | - | 739-720 |
[kemmañ] XXIIIe Tiernelezh
Bet eo an XXIIIe Tiernelezh ur strollad lec'hel genidik eus Libia ivez ha diazezet e Leontopolis; bet int o ren etre 836 ha 720 kt JK:
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Takelot II | Gwelet gwechall evel ur faraon eus an XXIIl Tiernelezh, met anavezet bremañ evel krouer an XXIIIe. | 836-812 |
Pedubast | Un emsaver - preizhet Teba gantañ digant Takelot II | 826-801 |
Iuput I | - | 812-811 |
Shoshenq VI | Warlerc'hiad Pedubast | 801-795 |
Osorkon III | Breur da Takelot II- adc'hounezet Teba gantañ, hag emanvet Roue da-c'houde | 795-767 |
Takelot III | - | 773-765 |
Rudamon | - | 765-762 |
Iuput II | - | 762-728 |
[kemmañ] Al Libued
Ne vez ket sellet outo evel ouzh un Diernelezh da vat. Bez' e oa eus al Libued ur strollad ergerzherien all eus kornôg Libia bet oc'h ober o annez e kornôg an delta etre 805 ha 732 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Inamunnifnebu | - | 805-795 |
? | - | 795-780 |
Niumateped | - | 780-755 |
Titaru | - | 763-755 |
Ker | - | 755-750 |
Rudamon | - | 750-745 |
Ankhor | - | 745-736 |
Tefnakht | - | 736-732 |
[kemmañ] XXIVe Tiernelezh
Bet eo ar XXIVe Tiernelezh un diernelezh kevezer all berrbad lec'hiet e kornôg an delta (Sais), gant daou faraon bet o ren hepken eus 732 betek 720 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Tefnakhte | - | 732-725 |
Bakenrenef (Bocchoris) | - | 725-720 |
[kemmañ] Marevezh diwezhañ
Graet e vez Marevezh diwezhañ eus ar prantad a ya eus 732 kt JK betek ma teuas Egipt da vezañ ur broviñs eus Roma e 30 kt JK gant prantadoù dindan Nubiz, ar Bersed, ha Makedoniz.
[kemmañ] XXVvet Tiernelezh
Aloubet eo bet Egipt gant Nubia e 732 kt JK hag azezañ a reas Nubiz war an tron en ur ziazezañ ar XXVvet Tiernelezh zo bet o ren betek 656 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Piye | Roue Nubia; aloubet Egipt gantañ e-kerzh 20 vloaz; bet o ren klok 24 bloaz-pad da nebeutañ, marteze ouzhpenn 30 vloaz | 752-721 |
Shabaka | - | 721-707 |
Shebitku | Kempred gant Sargon II eus Asiria a verk e zonedigezh war an tron e 707/706 kt JK | 707-690 |
Taharqa | - | 690-664 |
Tantamani | marv e 653 | 664-656 |
Argaset da Nubia en-dro a-benn ar fin, e voe diazezet ganto ur rouantelezh e Napata (656-590), ha, diwezhatoc'hik, e Meroe (590 kt JK-IVe kantved goude JK).
[kemmañ] XXVIvet Tiernelezh
XXVIvet Tiernelezh bet o ren etre war-dro 672 betek 525 kt JK
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Necho I | - | 672 – 664 kt JK |
Psamtik I | - | 664 – 610 kt JK |
Necho II | - | 610 – 595 kt JK |
Psamtik II | - | 595 – 589 kt JK |
Wahibre | - | 589 – 570 kt JK |
Ahmose II | - | 570 – 526 kt JK |
Psammetichus III | - | 526 – 525 kt JK |
[kemmañ] XXVIIvet Tiernelezh
Aloubet eo bet Egipt gant Persia e 525 kt JK ha staget ouzh an Impalaeriezh betek 404 kt JK. Anavezet eo bet shahed Tiernelezh an Achaemenided evel faraoned en amzer-se. Savet eo bet ganto ar "XXVIIvet" Tiernelezh:
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Cambyses II | - | 525 – 521 kt JK |
Smerdis ar Skraper | - | 522 – 521 kt JK |
Darius I ar Meurdezus | - | 521 – 486 kt JK |
Xerxes I ar Meurdezus | - | 486 – 465 kt JK |
Artabanus an Hirkanian | - | 465 – 464 kt JK |
Artaxerxes I | - | 464 – 424 kt JK |
Xerxes II | c'hoanteg | 424 – 423 kt JK |
Sogdianus | c'hoanteg | 424 – 423 kt JK |
Darius II | - | 424 – 404 kt JK |
[kemmañ] XXVIIIvet Tiernelezh
Padet eo an XXVIIIvet Tiernelezh 6 vloaz hepken eus 404 betek 398 kt JK, gant ur faraon:
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Amyrtaeus | Diskennad faraoned Saite an XXVIvet Tiernelezh; kaset gantañ un emsavadeg a reas berzh a-enep d'ar Bersed | 404 – 398 kt JK |
[kemmañ] XXIXvet Tiernelezh
XXIXvet Tiernelezh bet o ren eus 398 betek 380 kt JK:
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Nefaarud I | Anvet ivez Nepherites | 398 – 393 kt JK |
Psammuthes | - | 393 kt JK |
Hakor (Achoris) | - | 393 – 380 kt JK |
Nefaarud II | - | 380 kt JK |
[kemmañ] XXXvet Tiernelezh
XXXvet Tiernelezh bet o ren eus 380 betek ma teufe Egipt da vezañ dindan beli ar Bersed en-dro e 343 kt JK:
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Nectanebo I | Anvet ivez Nekhtnebef | 380 – 362 kt JK |
Teos | - | 362 – 360 kt JK |
Nectanebo II | - | 360 – 343 kt JK |
[kemmañ] Persed ha Makedoniz
Dont a reas Egipt da vezañ dindan beli ar Bersed ha Makedoniz eus 343 betek 309 kt JK. Goude mare Manetho, eo bet anavezet, a-wechoù, ar Pennoù pers etre 343 ha 332 kt JK, evel an XXXIvet Tiernelezh:
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Artaxerxes III | Egipt dindan beli ar Bersed evit an eil gwech | 343–338 kt JK |
Artaxerxes IV Arses | Bet o ren e Goueled Egipt hepken | 338–336 kt JK |
Khabbabash | Penn un emsavadeg Nubian e Gorre Egipt | 338–335 kt JK |
Darius III Codomannus | Distreiñ a ra Gorre Egipt dindan beli ar Bersed e 335 kt JK | 336–332 kt JK |
Aleksandr III ar Meurdezus | Aloubet Egipt ha Persia gant Makedonia | 332–323 kt JK |
Fulup III Arrhidaeus | Mab fursot da Fulup II Makedonia; hanter-vreur Aleksandr III ar Meurdezus | 323–317 kt JK |
Aleksandr IV Makedonia | Mab da of Aleksandr III ar Meurdezus ha Roksana | 317–309 kt JK |
[kemmañ] Tiernelezh Ptolemaek
E-pad ar marevezh Hellenek eo bet Tiernelezh Ptolemaios o ren Egipt eus 305 kt JK betek ma teuas Egipt da vezañ ur broviñs eus Roma e 30 kt JK (pa vez daou zeiziad an eil war-c'horre egile e talvez ez eus bet kenrenerezh):
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Ptolemaios I Soter | Dilezet e garg e 285 kt JK; marv e 283 kt JK | 305–285 kt JK |
Berenis I | Gwreg Ptolemaios I | ?-285 kt JK |
Ptolemaios II Philadelphos | - | 288–246 kt JK |
Arsinoe I | Gwreg Ptolemaios II | 284/81- e-tro 274 kt JK |
Arsinoe II | Gwreg Ptolemaios II | 277-270 kt JK |
Ptolemaios III Euergetes I | - | 246–222 kt JK |
Berenis II | Gwreg Ptolemaios III | 244/3-222 kt JK |
Ptolemaios IV Philopator | - | 222–204 kt JK |
Arsinoe III | Gwreg Ptolemaios IV | 220-204 kt JK |
Ptolemaios V Epiphanes | Emsavadeg e Gorre Egipt 207–186 kt JK | 204–180 kt JK |
Kleopatra I | Gwreg Ptolemaios V, kenrenerezh gant Ptolemaios VI pa oa minor | 193-176 kt JK |
Ptolemaios VI Philometor | Marv 145 kt JK | 180–164 kt JK |
Kleopatra II | Gwreg Ptolemaios VI | 173-164 kt JK |
Ptolemaios VIII Euergetes II | Staliet gant ar Seleukid Antiochus IV Epiphanes e 170 kt JK; o ren a-gevret gant Ptolemaios VI Philometor ha Kleopatra II adal 169 betek 164 kt JK. Marv 116 kt JK | 171–163 kt JK |
Ptolemaios VI Philometor | Egipt dindan beli Ptolemaios VIII 164 kt JK–163 kt JK; Ptolemaios VI war an tron en-dro 163 kt JK | 163-145 kt JK |
Kleopatra II | Dimezet gant Ptolemaios VIII; bet o kas war-raok an emsavadeg a-enep dezhañ e 131 kt JK deuet da vezañ renerez nemeti Egipt. | 163-127 kt JK |
Ptolemaios VII Neos Philopator | Lakaet da genrener gant e dad; bet o ren diwezhatoc'h dindan adrenerezh e vamm Kleopatra II | 144-145 kt JK |
Ptolemaios VIII Euergetes II | Adlakaet en e garg | 145-131 kt JK |
Kleopatra III | Eil gwreg Ptolemaios VIII | 142-131 kt JK |
Ptolemaios Memphitis | Lakaet da roue gant Kleopatra II; lazhet nebeut goude gant Ptolemaios VIII | 131 kt JK |
Ptolemaios VIII Euergetes II | Adlakaet en e garg | 127-116 kt JK |
Kleopatra III | Deuet war an tron en-dro gant Ptolemaios VIII; kenrenerez diwezhatoc'h gant Ptolemaios IX ha X. | 127-107 kt JK |
Kleopatra II | Divroc'het gant Ptolemaios VIII; o kenren gant Kleopatra III ha Ptolemaios betek 116. | 124-116 kt JK |
Ptolemaios IX Soter II | Marv 80 kt JK | 116–110 kt JK |
Kleopatra IV | Dimezet e-pad nebeut amzer gant Ptolemaios IX, met skarzhet gant Kleopatra III | 116-115 kt JK |
Ptolemaios X Aleksandr I | Marv 88 kt JK | 110–109 kt JK |
Ptolemaios IX Soter II | Adlakaet en e garg | 109–107 kt JK |
Ptolemaios X Aleksandr I | Adlakaet en e garg | 107–88 kt JK |
Ptolemaios IX Soter II | Adlakaet en e garg en-dro | 88–81 kt JK |
Berenis III | Dimezet dre heg da Ptolemaios XI; bet muntret diwar e urzh 19 devezh diwezhatoc'h | 81-80 kt JK |
Ptolemaios XI Aleksandr II | Mab yaouankañ da Ptolemaios X Aleksandr; staliet gant Sulla; bet o ren e-pad 80 devezh kent dezhañ bezañ krouget gant keodedourien evit bezañ lakaet lazhañ Berenis III | 80 kt JK |
Ptolemaios XII Neos Dionysos (Auletes) | Mab da Ptolemaios IX; marv 51 kt JK | 80–58 kt JK |
Kleopatra V Tryphaena | Gwreg Ptolemaios XII, mamm da Berenis IV | ?-57 kt JK |
Kleopatra VI | Merc'h da Ptolemaios XII | ?-58 kt JK |
Berenis IV | Merc'h da Ptolemaios XII; dimezet dre heg da Seleucus Kybiosaktes, met lakaet ganti da vezañ mouget | 58–55 kt JK |
Ptolemaios XII Neos Dionysos | adlakaet en e garg; bet o ren nebeut gant e verc'h Kleopatra VII a-raok mervel | 55–51 kt JK |
Kleopatra VII | bet o kenren gant he zad Ptolemaios XII, he breur Ptolemaios XIII, he breur-gwaz Ptolemaios XIV, hag he mab Ptolemaios XV; anvet ivez Kleopatra traken | 51–30 kt JK |
Ptolemaios XIII | Breur da Kleopatra VII | 51–47 kt JK |
Ptolemaios XIV | Breur yaouankañ Kleopatra VII ha Ptolemaios XIII | 47–44 kt JK |
Ptolemaios XV Caesarion | Mab Kleopatra VII; oadet a 3 bloaz pa voe lakaet da genrener gant Kleopatra | 44–30 kt JK |
Arsinoe IV | A-enep Kleopatra VII | 48-47 kt JK |
[kemmañ] Roma
Dont a ra Egipt da vezañ ur broviñs roman dindan ren Aogust e 30 kt JK.
[kemmañ] Kronologiezh grafek dinastiennoù Henegipt
- Nota: Las fechas anteriores al siglo VII adC son aproximadas.
[kemmañ] Daveennoù
- Sir Alan Gardiner Egiptian Grammar: Being an Introduction to the Study of Hieroglyphs, 3e Emb., Reizhet. London: Oxford University Press, 1964. Excursus A, pp. 71-76.
[kemmañ] Gwelet ivez
- Kronologiezh Henegipt
- Istor Henegipt
- Keñveriadenn kronologel tiernelezhioù Henegipt
[kemmañ] Liammoù diavaez (e saozneg)
|
Porched Egiptopedia |
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |