XVIIvet kantved
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bloavezhioù 1600 | Bloavezhioù 1610 | Bloavezhioù 1620 | Bloavezhioù 1630 | Bloavezhioù 1640
Bloavezhioù 1650 | Bloavezhioù 1660 | Bloavezhioù 1670 | Bloavezhioù 1680 | Bloavezhioù 1690
Gwelet ivez : Roll ar C'hantvedoù, Sifroù roman
Kregiñ a ra ar XVIIvet kantved d'ar 1añ Genver 1601 hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1700 en deiziadur gregorian.
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- En em staliañ a ra ar visionerien gatolik kentañ en Azia.
- Luskad speredel Silhak e Korea (Marevezh Joseon).
- 1602: Krouidigezh Kompagnunezh Nederlandat India ar reter. Perzh-bras a gemeras e Oadvezh aour an Izelvroioù.
- 1603: Marv Elesbed Iañ a Vro-Saoz; lakaet eo da roue he c’henderv Jakez VI a Vro-Skos. Unanet eo kurunennoù Skos ha Bro-Saoz.
- 1603: Mestr eo Tokugawa Ieyasu war Japan; diazezañ a ra Shogunelezh Tokugawa a reno war ar vro betek 1868.
- 1603-23: Goude bezañ modernelaet e arme e teu a-benn Abbas Iañ da astenn krog Persia en ur dapout douaroù digant an Otomaned ha Portugal.
- 1605: Dizarbennet ur c’havailh e Bro-Saoz.
- 1607: Savet trevadenn Jamestown e Norzhamerika gant Kompagnunezh Londrez.
- 1608: Kêr Kebek krouet gant Samuel de Champlain e Frañs Nevez (Kanada) hiziv).
- 1610: Misionoù Mikael an Noblez, lesanvet ar beleg foll
- 1613: Tapet ar galloud gant tiegezh ar Romanoved e Rusia. Fin zo da Amzer ar reuz. Gouarn a raint ar vro betek 1917.
- 1615: Grataat a ra an Impalaeriezh Mogol gwirioù kenwerzhañ ledan da Gompagnunezh Breizh-Veur reter India.
- 1618-48: Brezel an 30 vloaz a ra e reuz e Kreizeuropa.
- Deroù savidigezh Breujoù Breizh
- 1624-42: Kreizennañ a ra ar C'hardinal Richelieu, anezhañ 1añ ministr, ar galloud e Frañs.
- 1625: Krouet New Amsterdam gant Kompagnunezh nederlandat kornôg India e Norzhamerica.
- 1630: Krouet Boston gant Kompagnunezh trevadenn bae Massachusetts e Norzhamerica.
- 1636: Savet Skol-veur Harvard e Bro-Saoz.
- 1637: Bog an Tulipmania en Izelvroioù.
- 1637: Brezel ar Bekoted, ar c'hentañ eus brezelioù indian Amerika
- 1638: Peursavet eo Moskeenn ar Shah en Isfahan, Iran, dre youl ar Shah Abbas Iañ Safavid e Persia.
- 1639-51: Brezelioù an teir rouantelezh, brezelioù dre Skos, Iwerzhon, ha Bro-Saoz.
- 1640: Portugal dizalc’h eus Spagn en-dro. Fin zo d'an Unaniezh iberek.
- 1640: Berzet eo ar boureviañ e Bro-Saoz.
- 1641: Embannet Sakoku gant ar Shogunelezh Tokugawa- argaset eo an estrañjourien ha den n'hall mui dont tre pe mont er-maez eus Japan.
- 1644: Aloubet Sina gant ar Vanchoued, diskaret eo an diernelezh Ming. Ren a raio an diernelezh Qing deuet da-heul betek 1912.
- 1648: Lakaat a ra peoc’h Westphalia an termen da Brezel an 30 vloaz. Merkañ a ra dibenn dreistgalloud an Impalaeriezhioù Spagnol ha Roman ha German en Europa.
- 1648-53: Ar Fronde, Brezel diabarzh e Frañs.
- 1648-67: Gant brezelioù al Liñvadeg Veur emañ Polonia war he genoù.
- 1648-69: Da-heul Seziz Candia eo diframmet Kreta a-dre daouarn Republik Venezia gant an Impalaeriezh otoman.
- 1652: Krouet Cape Town e Suafrika gant Kompagnunezh nederlandat reter India.
- 1652: Deroù ar Brezelioù Saoz-hag-Izelvroat.
- 1653: Peursavet eo an Taj Mahal en India.
- 1655-61: Gras da vrezelioù an norzh eo kreñvaet hag unanet Sveden. Dont a ra ar vro da vezañ ur galloud bras.
- Peursavet e Breujoù Breizh
- 1660: Fin zo da Commonwealth Bro-Saoz; dont a ra ar vonarkiezh en-dro e-pad an Azsavidigezh Saoz.
- 1661: Deroù ren an Impalaer Kangxi e Sina.
- 1662: Preizhañ a ra Koxinga Taiwan digant an Nederlandiz ha krouiñ a ra rouantelezh Tungning a bado betek 1683.
- 1664: Preizhañ a ra ar bagadoù breizhveuriat kêr New Amsterdam zo adanvet evit dont da vezañ New York.
- 1665: Trec’h eo Portugal war impaleriezh Kongo.
- 1666 : Krouet eo porzh an Oriant ha diazezet Kompagnunezh Indez ar reter enni gant Colbert
- 1670: Savet eo Kompagnunezh bae Hudson e Kanada.
- 1674: Krouet an impalaeriezh Maratha en India gant Shivaji.
- 1675: Emsavadeg ar Bonedoù ruz e Breizh; marv Sebastian ar Balp
- 1676: Kregiñ a ra Rusia hag an impalaeriezh otoman gant ar Brezelioù Rusian-ha-Turk.
- 1680 : 40000 a dud o chom e Naoned hag e-tro 2 vilion e Breizh a-bezh.
- 1682-99: Brezel meur Turkia a laka un harz da emled an impalaeriezh otoman en Europa.
- 1682: Dont a ra Pêr Veur da vezañ kenrener Rusia (tsar nemetañ e vo adal 1696).
- 1682: Ergerzhiñ a ra La Salle glannoù ar stêr Mississippi hag embann a ra gwirioù Frañs war Louisiana.
- 1683: Aloubet rouantelezh Tungning gant Sina. Destaget eo Taiwan ouzh Sina.
- 1685: Gourc'hemenn Fontainebleau, berzet eo ar brotestantelezh e Frañs.
- 1688-89: Goude an Dispac'h glorius e teu Bro-Saoz da vezañ ur vonarkiezh vonreizhel; kregiñ a ra ar Republik izelvroat da vont war an diskar.
- 1688-97: Savet an Emglev meur a-benn lakaat un harz da emled Frañs e-pad brezel an nav bloaz.
- 1689: Feur-emglev Nerchinsk a embann bevennoù an harzoù etre Rusia ha Sina.
- 1692: Prosez sorzerezed Salem e Massachusetts.
- 1695: Diazezañ a ra an Tad Maner, reolennoù skrivañ ar brezhoneg rakvodern.
- 1700-21: Goude Brezel meur an norzh e teu Rusia da vezañ ar penngalloud e-lec’h Sveden, e biojoù ar Mor Baltel.
[kemmañ] Tud dibar
- Gustav Adolf, Roue Sveden (1594-1632).
- Francis Bacon, prederour ha politikour saoz (1561-1626).
- Sebastian ar Balp, emsaver breton, (? - 1675)
- Sir Thomas Browne, skrivagner, prederour ha skiantour saoz (1605-1682).
- Miguel de Cervantes Saavedra, skrivagner spagnol (1574 - 1616)
- Charlez I a Vro-Saoz (1600 - 1649).
- Charlez II a Vro-Saoz (1630 - 1685).
- Ar rouanez Kristina Sveden, Kristenez veur gounezet d'ar gatoligiezh, luskerez an arzoù (1626 - 1689)
- Oliver Kromwell, Lord Protector Bro-Saoz, Skos hag Iwerzhon (1599 - 1658)
- Richard Kromwell, Lord Protector Bro-Saoz, Skos hag Iwerzhon (1626 - 1712).
- René Descartes, prederour ha jedoniour gall (1596 - 1650)
- John Donne, barzh trenaturel] saoz (1572 - 1631)
- Elesbed Iañ a Vro-Saoz (1533 - 1603).
- Galileo Galilei, prederour war an natur, Italian (1564 - 1642)
- Andreas Gryphius, barzh ha dramaour alaman (1616 - 1664)
- Thomas Hobbes, prederour ha jedoniour saoz (1588 - 1679)
- Christiaan Huygens, jedoniour, fizikour ha steredoniour izelvroat (1629 - 1695)
- Johannes Kepler, steredoniour alaman (1571 - 1630)
- Gottfried Leibniz, prederour ha jedoniour alaman (1646 - 1716)
- John Locke, prederour saoz (1632 - 1704)
- Jakez Iañ a Vro-Saoz (1566 - 1625).
- Jakez II a Vro-Saoz (1633 - 1701).
- Leopold Iañ, impalaer Santel Roman ha German (1640 - 1705)
- Loeiz XIV, Roue Frañs, (1638 - 1715)
- Maria II a Vro-Saoz (1662 - 1694).
- Dubhaltach MacFhirbhisigh († 1671), istorour ha lignezour iwerzhonat.
- Marcello Malpighi, mezeg italian, ijinour an Histologiezh (1628 - 1694)
- Juluan Maner: misioner ha yezhadurour, diazezer skritur ar brezhoneg rakvodern (1606 - 1683)
- John Milton, skrivagner ha barzh saoz (1608 - 1674)
- Musashi Miyamoto, brezelour brudet e Japan, aozer Levr ar pemp gwalenn, ur pleustrad war ar strategiezh hag an arzoù emgannañ. (1584 - 1645)
- Molière (Jean-Baptiste Poquelin), skrivagner c'hoariva ha komedian gall, (e-tro 1622 - e-tro, 1673)
- Isaac Newton, fizikour ha jedoniour saoz (1642 - 1727)
- Mikael an Noblez, misioner breton (1577 - ?)
- Blaise Pascal, prederour, doueoniour, jedoniour ha fizikour gall (1623 - 1662)
- Samuel Pepys, kargiad hag aozer deizlevrioù saoz (1633 - 1703)
- Henry Purcell, sonaozer saoz (1659 - 1695)
- Samarth Ramdas, sant Indiat (1608 - 1681)
- Cardinal Richelieu, kardinal, dug ha politikour gall (1585 - 1642)
- Rembrandt van Rijn, livour izelvroat (1606 - 1669)
- William Shakespeare, barzh ha skrivagner saoz (1564 - 1616)
- Shivaji Bhonsle, roue indiat, 1añ rener Maratha, diazezer an Hindavi Swaraj. (1630-1680)
- Baruch Spinoza, prederour izelvroat (1632 - 1677)
- Seathrún Céitinn, istorour iwerzhonat (e-tro 1569 - e-tro 1644)
- Yann III Sobieski, Roue Polonia (1629 - 1696)
- Albrecht von Wallenstein, jeneral alaman e-kerzh brezel an 30 vloaz, katolik (1583 - 1634)
- Gwilherm III a Vro-Saoz (1650 - 1702).
[kemmañ] Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù
Roll ijinadennoù ar XVIIvet kantved
Kemmoù bras zo bet war dachennoù ar brederouriezh hag ar skiantoù. Mare an dispac’h skiantel eo.
- 1609 : Ijinet al lunedenn astronomek gant Galileo.
- 1642 : Ijinet ar mekanik jediñ gant Blaise Pascal.
- 1647 : Ijinet an aerbouezer gant Evangelista Torricelli.
- 1676 : Muzulioù kentañ tizh ar gouloù,
- Madennoù bank lakaet e talvoud en-dro en Europa.
- Dienn-skorn
- En em ledañ a ra implij an Te hag ar c'hafe dre Europa.
[kemmañ] Arzoù
- Arz barok
- Arz klasel
- Kantved aour Spagn
- Lennegezh
- Livourien
- gall
- Charles Le Brun
- Georges de La Tour
- Nicolas Poussin
- nederlandat
- Rembrandt
- Vermeer
- gall
- Savourien
- Louis Le Vau
- Liorzhourien
- André Le Nôtre
- Palezioù ha kestell :
- Breujoù Breizh
- Kastell Versailhez
- Kastell Vaux-le-Vicomte
- Moskeenn ar Shah Abbas
- Porzh karrez al Louvre
- An Taj Mahal
[kemmañ] Sport
- Ar sport er XVIIvet kantved