Landerne
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Kumunioù Breizh | |
---|---|
Landerne | |
![]() |
|
Departamant | Penn-ar-Bed |
Bro hengounel | Bro Leon, Bro-Gerne |
Arondisamant | Arondisamant Brest |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Bro Landerne-Daoulaz |
Bro 'Voynet' | Bro Vrest |
Pastell-vro votiñ | {{{Pastell-vro}}} |
Kanton | kanton Landerne (penngêr) |
Kod INSEE | 29103 |
Kod post | 29800 |
Maer Amzer gefridi |
Yann-Bêr Thomin 2001-2008 |
Gorread | 1 319 ha = 13,19 km² |
Hed | -4.25° |
Led | 48.45° |
Uhelder | keitat : 21 m bihanañ : m brasañ : m |
Poblañs hep kontoù doubl | 14 281 (1999) |
Stankter | war-dro 1083 |
{{{kartenn}}} |
Taolenn |
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
Pont Landerne, savet war an Elorn, a reer anv anezhañ en ur skrid eus 1336. E 1510 e oa bet adsavet gant mein gant Yann II a Roc'han. Abaoe e reer pont Roc'han anezhañ. Da gentañ e oa war ar pont ur vilin, ur gored, ur chapel, un ti-gward hag ur prizon. En XVIIvet kantved e voe savet tiez-annez warnañ.
[kemmañ] Douaroniezh
[kemmañ] Istor
A-gozh e sav diazezadur ur gêr e traoñ aber ar stêr Elorn. Seblantout a ra an anv Landerne dont pe eus Lann + Ternog pe eus Lann + Tenenan, a oa o-daou ermited eus ar seizhvet kantved. Anv a zo eus Landerne er paperoù ofisiel er boaz 1206. Gouzout a reer avat e oa annezet al lec'h gant Gallo-Romaned dre ma oa ur c'hroazhent a-bouez-bras en em gave aze a-drugarez d'ar roudour da vont eus an daou du eus ar stêr. Pemp hent kozh a zo : - Hent Montroulez, a dremene dre an ospital kozh hag ar Roc'h-Morvan ; - Hent Karaez, dre an ospital kozh ha krec'hienn kozh Penn-ar-C'hrann (hent ospital Ferdinand Grall bremañ); - Hent Kemper, dre straed Daoulaz ha Lannurvan ; - Hent Brest dre Gêrlaran ; - Hent Lesneven dre Beler.
An Henamzer Adalek ar 5vet kantved, ec'h en emgav ar Vrezhoned en Arvorig hag a annezas en draonienn. E-pad meur a gantved e voe gwarezet ar stêr Elorn gant kestell ar Roc'h-Morvan hag, izeloc'h, Gwarez-Laouen.
Ar Grennamzer Adalek penn-kentañ ar Grennamzer e oa Landerne perc'hentiezh tiegezh galloudus Leon hag e 1363 e voe hini tiegezh ar Roc'haned, dre un dimeziñ. An dimeziñ-se a verzer dre sellout ouzh ardamez kêr Landerne : al leon evit tiegezh Leon ha kroazvein evit tiegezh Roc'han.
Amzerioù modern Dindan ren ar rouaned e oa ur gêr a-bouez rak kêr-benn Priñselezh Leon e oa. Meur a wech e voe gwallaozet ar gêr en abeg d'ar brezelioù : gant an Normaned, gant ar Saozon (Brezel Kant vloaz), gant Brezel an Ere ivez. Da vare an Dispac'h Gall e oa endeo ur geoded vihan a veve diwar Kenwerzh ar Mor, gant ur c'huzul-kêr, a veze kadoriet gant ur prokulor-sindik da gentañ ha goude-se gant ur maer, adalek 1692.
An Dispac'h Gall An Dispac'h ne voe ket fall evit Landerne rak frankizour e oa ar boblañs dre vras. Ar Gonvañsion a zivizas zoken ober eus Landerne kêrbenn departamant nevez-krouet "Penn-ar-Bed" (dezvad an 19 a viz Gouere 1793). Kement-se a badas 16 miziad hepken avat.
Ar Reverzhioù greantel A bep seurt atalieroù a voe digoret e Landerne da vare ar reverzhioù greantel. Labouradegoù boujiennoù, soavon, bier, bangounelloù-burezh, ha dreist-holl ar Wiaderezh, "Société Linière du Léon", war hent Landivizio, he devoe betek 2500 micherour. An hent-houarn a gendaolas da ziorrenadur ar gêr dre he liammañ ouzh Pariz ha Kemper, adalek 1865.
Da heul ar brezel 14 e tigeskas ar boblañs e kêr e-pad ur pennad. Goude 1944 e kresk ar boblañs a-nevez
Un nebeud darvoudoù o deus merket istor Landerne 1336 Diazezadur an ospital, a voe dilec'hiet da straed an harluidi e 1660 1510 Pont Roc'han adsavet 1604 Savidigezh porched iliz Sant-Houarzhon 1607 Savidigezh tour iliz Sant-Tomaz 1664 Savidigezh ti Leurgêr ar Marc'had lesanvet bremañ "Ti an Dugez Anna", gwechall ti ar Sechenaliezh 1701 Savidigezh kouent an Ursuladezed, a voe implijet goude-se evel ospital, toull-bac'h, kazarn, ha bremañ lise (Lise an Elorn bremañ) 1728-1788 Adsavidigezh ar c'haeoù 1828 Ar Ganol 1860 Dibenn adsavidigezh iliz sant-Houarzhon, a oa a-raok e plas ar C'hredit Labour-Douar e-kichen ar Family. Dalc'het e voe ar porched (eus an Azginivelezh) hag an tour
Gweladennerien vrudet 1373 Gwesklin 1505 Anna Vreizh 1681 Vauban 1777 Jozef II impalaer Aostria, breur Marie-Antoinette 1796 Hoche 1834 Victor Hugo 1858 Napoleon III hag e wreg
[kemmañ] Brezhoneg
- Karta Ya d'ar brezhoneg zo bet sinet gant an ti-kêr.
- Div skol divyezhek Div Yezh, un hentenn divyezheg zo er skolaj hag el lise publik (179 skoliat)
- Ur skol Diwan (55).
- Ur skol-vamm prevez divyezhek Dihun a zo (34).
- 267 bugel a vez skoliatet en holl, 11ved kêr e Breizh pemp departamant e 2006-2007.
- An ti stummañ dibaouez Stumdi zo lec'hiet e Landerne.
- Ar Radio Arvorig FM a skign adalek Landerne.
- An ti embann Delioù zo staliet e Landerne.
- Staliet eo Diwan Breizh e Landerne.
- Divyezhek eo an holl bannelloù e kreiz-kêr.
- Bep bloaz e vez Gouel Kann Al Loar e Landerne gant ur plas a-bouez roet d'ar brezhoneg : Kenstrivadegoù Lazoù-kanañ Kanomp breizh, Pezhioù C'hoari, Kenskrivadegoù istorioù-berr a vez kinniget bep bloaz.
[kemmañ] Buhez Etrevroadel
[kemmañ] Gevelliñ
Hünfeld (Alamagn) abaoe 1968.
Caernarfon (Bro-Gembre) abaoe 1992,
[kemmañ] Emglev mignoniaj
Imadate (Japon) abaoe 1992.