Leto
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Leto, a oa un doueez eus Hellaz kozh, a ouenn an Ditaned, a voe brazezet gant Zeus hag a c'hanas ar c'hevelled Artemis hag Apollon.
Heskinet e oa gant Hera, ha ne gave lec'h ebet da c'henel he bugale. A-benn ar fin e kavas Ortigia, un enezenn didud ha kaset-degaset gant ar mor, kantreerez evelti. Nav devezh-pad e voe er gwentloù, pa deuas Ilitia, doueez ar gwilioudiñ, da reiñ skoazell a-benn ar fin.
Latona a veze graet anezhi gant ar Romaned.