Levrlennadur
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ul levrlennadur a zo pe ur rentañ-kont war al levrioù pe ur roll levrioù pe deulioù pe bennadoù a zo bet kendastumet p'o deus liammoù diarbarzh pe berzhioù damheñvel(dodennoù, danvezioù, deiziadoù...). P'eo heñvelstumm an daou ster e galleg eo bet adkemeret ar ster kentañ evit an eil. Ar ger rolladur (a-wechoù levrrolladur) a vez implijet ivez (sell ouzh Geriaoueg al levraouegoù = Vocabulaire des bibliothèques, Termbret - Skol Uhel ar Vro 1996, p. 72).
Evit ar paronoù all e vez implijet filmrolladur, roll pladennoù hag all. An diskiblezh a zo he fal deskiñ sevel levrlennadurioù en un doare efedus a zo al (levr)rollouriezh he anv (passim).
[kemmañ] Rummoù levrlennadurioù
Ul levrlennadur dre dodennoù (pe ur rolladur) a zo ur roll m'emañ teulioù pe baronoù heñvel pe damheñvel ennañ.
Enebet e vez peurvuiañ d'al levrlennadur renkennañ m'emañ teulioù embannet en ul lec'h ha/pe d'ar memes deiziad.
Ullevrlennadur war red a vez embannet a vare da vare, met n'eus termen enebet ouzh ar rumm, nemet eo bet lakaet war ur pazenn verr-tre, diwar diorren an urzhiataerezh, ermaezadennoù al levrlennadurioù war red. Hiziv ez eus muioc'h-miuañ da diazoù-stlenn levrlennadur, reoù gwerzherien levrioù war an Internet da skouer.
En ul levrlennadur deznaouiñ, ne gaver nemet perzhioù pennañ an teulioù.
En ul levrlennadur dezrannañ, n'eus nemet perzhioù an teulioù gant un destenn deskrivañ neptu. Er c'hontrol ez eus un tamm skridvarnerezh war bep a deul a zo ennañ e-barzh ul levrlennadur gant barnerezh.
A-hervez eo c'heller menegiñ eo al levrlennadur ul levrlennadur pe ul levrlennadur peurglok pe ul levrlennadur berr.
Da vezañ kendalc'het