Loeiz XI a Vro-C'hall
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Loeiz XI a Vro-C'hall, a oa ganet d'an 3 a viz Gouhere 1423 e Bourges, ha marvet d'an 30 a viz Eost 1483 e kastell Plessis-lez-Tours (hiziv e parrez La Riche, en departamant Indre-et-Loire). Roue Bro-C'hall e voe eus 1461 da 1483, anezhañ ar c'hwechvet roue eus ar skourr a Valois eus lignez ar Gapesianed. A-hed e vuhez e klaskas kreskiñ e zomani diwar-goust e amezeien, ha dreist-holl Charlez an Her, dug Bourgogn, ha Frañsez II, dug Breizh. Brudet e oa evel irienner, ken e oa bet lesanvet "l'araigne", ar gevnidenn.
[kemmañ] Levrioù diwar e benn
- Jean Favier, Louis XI, Fayard, 2001 (ISBN 2213610037) ;
- Jacques Heers, Louis XI, Perrin, coll. « Tempus », 2003 (ISBN 2262020841) ;
- Paul Murray Kendall, Louis XI, l'universelle araigne, Fayard, 1974 (ISBN 2213000387). Ul levr brudet gant gwir abeg.