Mirdi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar mirdi (liester : mirdioù) a zo un ensavadur dezhañ he c'hefridi kendastum traezennoù fetis evit o gwareziñ, klask ditouroù warno, o displegañ o c'hendestenn, o dispakañ anezho koulz hag an ditouroù liammet dezho evit splet ar publik. Ar savadur pe ar savadurioù m'emañ an ensavadur enno a zo anvet ar mirdi ivez evel m'eo meneget e-barzh ar ger a zeu eus mir + ti (kemmadur dre vlotaat).
Hervez an ICOM (International Council of Museums - Kuzul etrebroadel ar Mirdioù), un ensavadur padus e servij ar gevredigezh e tlee bezañ ur mirdi. E balioù pennañ a denn d'ar studi, d'an deskadurezh ha d'an diduamant.
[kemmañ] Hollegezhioù
Kavet e vez meur a seurt mridioù, bihan ha bras, e kêrioù pe e kêriadennoù pe er maezioù, war un tem pe war meur anezho. Darn a zo dezho ar gefridi kendastum ha diskouez traezennoù pe obererezhioù ar pastell-vro pe ar vro m'emaint enni, lod all a zo war un dachenn arbennig pe war un diskiblezh hollel evel ar arzoù pe ar skiantoù.
Peurvuiañ ne c'heller ket lakaat en diskouez an holl traoù a zo e kerz ar mirdi hag ar peurrest a vez miret en ul lec'h kloz ha gwarezet mat, ar mirva. Ne vez aotreet mont ennañ nemet da implijidi an ensavadur ha d'an studierien ha d'an glaskerien a zo bet degemeret o goulennoù gweladenniñ.
Meur a obererezh a vez aozet evit tapout pled ar publikoù hervez o oad pe o ezhommoù. Kinniget e vez diskouezadegoù amzeriat, prezegennoù, arvestoù sinema, sonerezh, diskouezadurioù teknologiezh, kentelioù, etc...
Meur a draezennoù miret a dlee bezañ studiet hag adaozet e mirdioù zo en ul lec'h arbennig, al labourva. Eno e vez implijet teknologiezhioù ispisial evel an arnodennoù dre skinoù X, an deiziadadur dre ar c'harbon 14, al luc'hskeudenniñ, adaozidigezh an enlivadoù, erlec'hiadur al lodennoù diank hag all.