Mor Breizh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mor Breizh pe English Channel evit ar saoznegerien, ar Manche evit ar c'hallegerien a zo ur mor digor war ar Meurvor atlantel, e kornôg Europa, dezhañ ur gorread war-dro 75 000 km², un hed 500 km hag ul led 250 km (d'ar muiañ) hag un donder 172 m. War ar mor-se e weler un niver bras a vigi pa'z eo al liamm etre ar bed hag ar broioù o deus porzhioù eus ar brasañ er bed : Breizh-Veur, Bro-C'hall, an Izelvroioù, Alamagn ha broioù Skandinavia.
[kemmañ] Douaroniezh
Emañ Mor Breizh etre Mor an Hanternoz er Reter hag ar Meurvor atlantel er C'hornôg.
E genoù Mor Breizh emañ an inizi Sillan en Norzh hag Enez Eusa er Su.