Neolitik
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Nevezoadvezh ar Maen a vez graet eus mare diwezhañ ar Ragistor, a-raok an Istor rik, a grog gant an Henamzer.
Diaes eo lakaat harzoù resis d'ar prantad-mañ. Peurvuiañ e vez lavaret ez echu etre ar bloaz 8000 a-raok Jezuz-Krist hag ar bloaz 3000 a-raok Jezuz-Krist.
E Breizh e kaver skouerioù a-bouez-bras diwar-benn Nevezoadvezh ar Maen, rak paot eo an dilerc'hioù bet lezet gant tud ar mare-se :
- peulvanoù pe mein-hir, e Karnag da skouer ;
- taolioù-maen ;
- Karnioù, evel hini Barnenez, e Plouezoc'h, tost da Vontroulez, a c'hell bezañ bet savet war-dro 5000 a-raok J.K.
D'ar poent ma krogas an dud da zilezel ar c'hutuilh, ar pesketa hag ar chase evit labourat an douar eo ez eas buan ar c'hemmoù da heul e dibenn Oadvezh ar Maen.
Nebeut goude kavadenn al labour-douar eo e voe ijinet an doareoù-skivañ kentañ. Aze eo ez echu da vat amzervezh Nevezoadvezh ar Maen hag hini ar Ragistor ganti. Aze eo e krog amzervezh ar Hensevenadurezhioù ha pergen re an Henamzer, tro-dro d'ar Mor Kreizdouarel, war-dro 3000 a-raok Jezuz-Krist.