Octave Mirbeau
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Octave Mirbeau (1848-1917) a zo ur skrivagner gall.
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
Eur c'horn-bro evid klask ar goudor, hag ivez tachenn eun istor a garantez diroll, poaniusoh poaniusa, setu petra eo bet Breiz evid Mirbeau.
E 1859, e vo kaset da skolaj Saint-François Xavier, e Gwened. Da unneg vloaz, e zarempredou gand tud eun tammig noblans, a lak da ziwana en e galon imor hag sonjou c'hwero.
E 1883, e klask an disonj e korn-bro ar Raz hag Plogoff, lech'iou brao-kenan da weled, warlec'h eun istor a galon hag a strafuilas-holl ar paotr.
E 1886, eman o chom e Noirmoutiers, da c'houde e Belle-Ile, gand e gamalad bras Claude Monet.
E Kerispen eo, e Kichenn Alre, e skriv e 1887 L'Abbé Jules, en eur foeta bro e-pad eur bloavez hanter.
An eil goude egile, a-wechou muioc'h, a-wechou nebeutoc'h, e kaver en e skridou e-giz Le Calvaire (1886), Sébastien Roch (1890), Le Journal d'une femme de chambre (1900), pe La 628-E8 (1907) pajennou diwar Breiz; a-wechou e tiskouez anezi gand he liou kaer meurbed hag evel ouz eun daolenn impresionnist, a-wechou alla e-giz eur vro brokus gand he mojennou hag he briz-kredennou.
[kemmañ] Oberenn
- Le Calvaire (1886).
- L'Abbé Jules (1888).
- Sébastien Roch (1890).
- Dans le ciel (1893-1989).
- Le Jardin des supplices (1899).
- Le Journal d'une femme de chambre (1900).
- Les affaires sont les affaires (1903).
- La 628-E8 (1907).
- Dingo (1913).
- Combats esthétiques (1993).
- Correspondance générale, I-II (2003-2005).
- Combats littéraires (2006).
[kemmañ] Levrlennadur
- Pierre Michel - Jean-François Nivet, Octave Mirbeau, l'imprécateur au coeur fidèle, Séguier, 1990.
- Samuel Lair, Mirbeau et le mythe de la Nature, Presses universitaires de Rennes, 2004.
- Cahiers Octave Mirbeau, n° 1-14, 1994-2007.