Panakeia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Panakeia (Πανάκεια / Panákeia e gregach) a oa merc’h d'an doue Asklepios ( a oa mab da Apollon) ha da Lampetia, hag unan eus doueed ar yec'hed.
Sikour a rae he zad gant he c'hoarezed ha pareañ a rae an holl gleñvedoù gant he louzoù, he c'hoar Iaso o vezañ doueez ar pare ha Higeia hini ar yec'hed hag an diwall diouzh ar c'hleñvedoù.
[kemmañ] Breudeur ha c'hoarezed
Pevar breur he doe:
- Podilarius, a voe medisin ha roue Tricca, a ouie anavezout kleñvedoù an dud,
- Mac'haon, roue Tricca, ivez, surjian, a voe lazhet e-pad brezel Troja gant Pentesilea, rouanez an Amazonezed);
- Telesforos, a chomas da skoazellañ e dad doue
- Arato, an haroz a zieubas Sikion.
[kemmañ] Gerioù
- Dont a ra Panakeia eus "panakés" (hollbareañ) diwar "pan", holl, hag "akos" , pare, a vije a-orin gant hon ger "yac'h".
- Diwar hec'h anv e teu ar gerioù saoznek ha gallek "panacea", "panacée".
- An anv Iaso ivez, a deu eus ar gregach iasthai, pareañ, a vije kar d'hor ger yac'h.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- E saozneg:[[1]]