Sandhi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Graet e vez sandhi (ger sañskritek a sinifi « liamm ») gant ar yezhadurourien (da heul re India) eus kemmadurioù fonetek a c'hoarvez gant ar soniadoù e degouezhioù 'zo. Arabat kemmeskañ ar c'hemmadurioù a c'hoarvez e brezhoneg hag e yezhoù all diwar abegoù yezhadurel hag ar sandhioù a c'hoarvez diwar abegoù fonetikel.
Pa c'hoarvez ar sandhioù e penn kentañ pe e dibenn ar gerioù e vez graet diavaez anezho ha pa c'hoarvezont e diabarzh ar gerioù e vez graet diabarzh anezho.
Taolenn |
[kemmañ] Sandhioù sañskritek
Renablet ha studiet pizh e oa bet ar sandhioù sañskritek hag ar reolennoù a ren anezho abaoe ouzhpenn 2500 vloaz 'zo e yezhadur Pānini (astādhyāyī). Lod anezho a zo heñvel e brezhoneg hag e sañskriteg.
[kemmañ] Sandhioù brezhonek
[kemmañ] Sandhioù diavaez
- Pa vez heuliet kensonenn dibenn ur ger gant ur vogalenn e teu ar gensonenn-se da vezañ mouezhiet:
- "Ramp eo" a vez distaget "ramb eo";
- "Mat eo" a vez distaget "Mad eo";
- "Plijus eo" a vez distaget "Plijuz eo".
- "Ramp eo" a vez distaget "ramb eo";
- E degouezhioù 'zo e c'hell div gensonenn kichen-ha-kichen kaletaat (dont da vezañ divouezh):
- "Pemp bloaz" a vez distaget "Pemp ploaz";
- "Me gav din" a vez distaget "Me gaf tin".
- "Pemp bloaz" a vez distaget "Pemp ploaz";
[kemmañ] Sandhioù diabarzh
Gallout a reer kavout sandhioù diabarzh e brezhoneg pa vez savet gerioù diwar meur a elfenn, ur rakger hag ur wrizienn da skouer.
Skouerioù:
- "en" + "penn" a ro "empenn". Dirak ar gensonenn-weuz p eo deuet ar gensonenn-dant n da vezañ ar gensonenn-weuz m.
- "pred" + "ti" a ro "preti". Dirak ar gensonenn zivouezh t eo deuet ar gensonenn mouezhiet d da vezañ divouezh t, ha kendeuzet eo bet an daou t.
[kemmañ] Sandhioù tonenn
Sandhioù a c'hell c'hoarvezout gant tonennoù daou c'her kichen-ha-kichen. Graet e vez sandhioù tonenn anezho.