Strizh-mor Magalhaes
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
E Su Sumerika emañ strizh-mor Magalhaes etre ar c'hevandir-mañ ha Douar an Tan. An tremen naturel ledanañ eo etre ar Meurvor atlantel hag ar Meurvor Habask.
Ar c'hentañ merdeer europeat en deus treuzet anezhañ eo bet Fernan Magalhaes p'en deus graet e verdeadenn-dro e 1520. P'en deus kroget mont ennañ d'ar c'hentañ a viz Kerzu eo bet anvet strizh-mor an Hollsent da gentañ.
Embannet en deus Chile e vo ar strizh-mor en e gerzh d'an 21 21 a viz Gwengolo 1843 hag miret en deus ar riegezh warnañ betek-hen. Diwar intrudu prezidant Manuel Bulnes eo bet kaset moraerien ha pesketerien evit ac'hubiñ al lec'h. Un drevadenn anvet Fort Bulnes a zo bet staliet goude-se. E 1848 eo bet krouet ur porzh war riblenn ar strizh-mor, Punta Arenas e anv.
A-raok m'eo bet kleuzet kanol Panamá, strizh-mor Magalhaes a oa an eil treizh implijetañ evit mont eus ur meurvor d'an all goude aod ar C'hab Horn.
Un treizh diaes eo evit al lestr|listri hag ar verdeerien pa 'z eus un hin kriz ha p'eo e ledanded strizh-kenañ.
[kemmañ] Sell ivez
- Fernan Magalhaes
- Francis Drake
- Charles Darwin