Teirzaolenn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un deirzaolenn a zo un un oberenn arz teir rann dezhi, gant teir banell prenn livet peurvuiañ pe deir banell kizellet, lakaet tal-ouzh-tal ha kenstrollet gant mudurunioù. Ar banell greis a zo an hini vrasañ d'an aliesañ p'eo an daolennoù kostez bihannoc'h, met gant un tem nes dezhi.
Kavet e vez teirzaolennoù en Arz kristen kentañ (arouez an Dreinded a zo enni moarvat) ha livet pe gizellet eo bet evit meur a aoter e-barzh ilizoù ar Grennamzer koulz e Reter Europa hag er Reter-Nesañ (Bizañs) hag e Kornôg Europa.
Peurvuiañ e vez aozet pep taolenn e teir rann eus al laez d'an traoñ gant an neñv a-us (gant Doue pe ar Sent pe an aeled), en takad en traoñ e weloù elfennoù ar bed o sell d'an neñv hag un dudenn bennañ e kreiz prest da vont war hent ar santelezh (pe ar baradoz).
Peurvuiañ, an div banell kostez a zo evel seurt stalafioù a c'hell bezañ lakaet da guzhat ar banell kreiz a-bezh, houmañ div wech ledanoc'h egeto. Alies e vez livet tu gin ar panelloù kostez.
[kemmañ] Teirzaolennoù brudet e Breizh
[kemmañ] Sell ivez
- divzaolenn (div pannell hepken)
- liestaolenn (4 pe vuioc'h panell)