Thanatos
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Thanatos (θάνατος, "marv" e gregach) eo doue ar Marv e relijion Hellaz kozh. Mab eo d'an Noz , evel e vreur Hypnos. Par eo da Orkus, gant ar Romaned.
Taolenn |
[kemmañ] Mojenn
Nebeud a skridoù zo diwar e benn. Hervez a ouzer ne grede ket an dud ober anv anezhañ rag-aon d'e lakaat da zont. Heñvel gredennoù a oa e Breizh gant an Ankou.
Enebour bras gouenn an dud eo, emañ o chom en Tartar, pe dirak dor an Ifernioù gouez da varzhed zo.
Dont a reas Herakles d'e chadennañ gant ereoù diamantoù pa deuas da zieubiñ Alkest.
Tud Sparta a azeule anezhañ en o mod, met n'ouzer ket penaos e raent.
Aoterioù a oa dezhañ e Roma ivez.
[kemmañ] Skeudennoù
Thanatos a oa dezhañ ur galon houarn ha bouzelloù dir. Tud Hellaz o deus e skeudennet evel ur bugel du, treid kamm dezhañ, flouret gant an Nyks, e vamm. A-wechoù e vez kroazet e dreid, arouez an diaez a vez e korfoù an dud en o bez.
En delwennoù e weler e zremm gastiz, e zaoulagad kloz, ur falc'h en e zorn, arouez ar vuhez da droc'hañ. Gant ur falc'h ivez eo bet livet an Ankou diwezhatoc'h, hogen viloc'h da welout.
Evel an Noz en deus eskell, ha derc'hel a ra ur flammerenn gant ar penn anezhañ en traoñ. A-wechoù ivez e vez ur jarl gantañ hag ur valafenn. Ludu eo a vije er jarl, arouez ar feiz en ur vuhez all e vije ar valafenn.
[kemmañ] Psikanalizerezh
Implijet eo bet ar ger gant Sigmund Freud, pa lavare e oa e pep hini eus an dud un nerzh a varv, a rae « Thanatos » anezhañ, enebet ouzh un nerzh a vuhez, aroueziet gant « Eros».
[kemmañ] Pennadoù kar
- Makaria, Haides