Tibet
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Tibet (tibeteg: བོད་, Bod, distaget pö [pʰø̀] e rannyezh Lhasa) a zo ur vro eus kreiz Azia, dalc'het gant Republik pobl Sina abaoe 1949. 4.900 m eo hec'h uhelder etre, dre-se e reer toenn ar bed anezhi alies.
Taolenn |
[kemmañ] Rannvroioù Tibet
Talvezout a ra Tibet kement ha tri zakad douaroniel oc'h en em c'holeiñ :
- Ar Xisang, ur c'hornad-bro emren eus Tibet, hag a zo ur c'hornad-bro melestradurel eus Sina gant ur statud dezhañ e-unan, evel ar Xinjiang (pe Turkestan Sina), pe c'hoazh Mongolia diabarzh ;
- uhelenn Tibet, un takad douaroniezh hag a zo e norzh an Himalaya, a vez graet "Toenn ar béd" anezhañ, gant uhelennoù aet e gouezeri, ha war an uhel ur chadennad menezioù eus ar C'hornaoueg betek ar Reter (Kouen-louen, Trañshimalaya) ;
- Takadoù a boblañs an Dibetaned, benn 'r fin, zo ketpar d'an takadoù yezh lec'h ma vez implijet an tibeteg gant tout an dud, ha d'un takad gant ur c'hultur dezhañ e-unan, gant ur relijion voutin : al lamaelezh.
Evit ar c'hornad-bro melestradurel e vez kontet 1 221 600 km² a-fet gorread Tibet, ha 2 500 000 km² evit Tibet a-orin. Kontet e vez 6 milion à Dibetaned ha 7,5 milion a Sinaiz ouzhpenn peogwir int deuet a-nevez 'zo. Kêr-benn istorel, ul lec'h-kreiz e-lec'h ma vez ordin pennoù bras relijion Tibet, sed Lha-sa.
A-raok bezañ bet staget ouzh Republik pobl Sina e 1949, oa gouarnet Tibet gant un Dalai-Lama (mestr relijiel dileuriet gant e bared hag en deus en e gerz ar galloud sekulier) ha rannet e oa e 3 c'hornad-bro :
- U-Tsang, (sinaeg 西藏 pinyin: Xizang), a zo ar c'hornad-bro melestradurel emren ;
- Amdo an norzh, a zo bremañ e-barzh proviñs sinaat ar Qinghai ;
- Ha Kham, er reter hag er gevred, a zo bremañ e-barzh teir froviñs sinaat : Gansu, Yunnan ha Sichuan.
[kemmañ] An harzoù
Tibet istorel zo tri harz dezhañ gant Turkestan, Mongolia, Sina, Birmania, India, Bhoutan, ha Nepal.
[kemmañ] An tibeteg
Implijet eo an tibeteg gant an Dibetaned, ur yezh eus familh ar yezhoù sinek-tibetek.
[kemmañ] Ar relijion
Bez' emañ ar voudaegezh, ur relijion hag a oa anezhi er VIIIvet kantved, hag a oa deuet da vezañ hini lod brasañ an dud en XIvet kantved.
[kemmañ] An armezh
N'eo ket diorroet brav an armerzh. An obererezhioù a-benn eo ar magañ deñved, ar givri hag ar yaked, an trevajoù ed (e-barzh traoñienn ar Su hag ar Gevred) hag an diskar gwez (er Su). Bez’ emañ bremañ an touristañ, ha dezhañ bezañ sterniet mat c'hoazh, eo evit ul lod a-bouez eus armerzh ar vro.
|
|
---|---|
Afghanistan | Arabia Saoudat | Armenia2 | Azerbaidjan1 | Bahrein | Bangladesh | Bhoutan | Brunei | Egipt3 | Emirelezhioù Arab Unanet | Filipinez | India | Indonezia5 | Iran | Iraq | Israel | Japan | Jordania | Jorjia1 | Kambodja | Kazac'hstan1 | Kiprenez2 | Kirgizstan | Korea an Norzh | Korea ar Su | Koweit | Laos | Liban | Malaysia | Maldivez | Mongolia | Myanmar | Nepal | Oman | Ouzbekistan | Pakistan | Katar | Rusia1 | Republik Pobl Sina | Republik Sina (Taiwan) | Singapour | Siria | Sri Lanka | Tadjikistan | Thailand | Timor ar Reter4 | Turkia1 | Turkmenistan | Viêt Nam | Yemen | |
Stadoù ha n'int ket anavezet | |
Nagorno-Karabac'h2 | Tamil Eelam | |
Rannvroioù gant ur statud ispisial | |
Hong Kong | Makao | Palestina | |
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn. |
Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |
Rummadoù ar bajenn: Istor | Stadoù Azia | Sina | Tibet