Tibeteg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur yezh tibetek-burmek eo an tibeteg (བོད་ཡིག bod skad) komzet gant tro-dro da 6 milion a dud e Tibet, Qinghai, Gansu, Sichuan ha Yunnan e Sina hag e Ladakh ha Sikkim en India hag e Bhoutan ha norzh Nepal.
Azrannet eo an tibeteg e meur a zialekt. Hag e-mesk ar re-se, dialekt Lhasa, a zo ur sort "lingua franca" e-touesk an Dibetaned, zo ur langaj unsilabek-ton. Ar rDzong-kha, un dialekt all tibetek, zo langaj ofisiel ar Bhoutan. Goulskoude, dialektoù all, sort d'an Amdo, n'o deus ket ton ha n'o deus strollajoù kensonenn a-gent kompliket, hag a zistaol muoc'h ar re zo merket ba'n ortograf.
Notet eo an Tibeteg gant un alfasillabeg bet krouet er VIIved kantved gant Thonmi Sambhota, eñv ministr ar roue Strong-btsan sgam-po, a-ziwar an devanâgarî. Bez so tregont lizherenn koublet gant pevar signoù diakritik implijet evit notiñ ar vogalennoù i, u, e, o. War kement-se vez laket teir gensonenn suskrit ouzhpenn, hag a zo moien gante cheñch ton ha lamet ur sachañ-alan, ha 4 gensonenn souskrit a-benn notiñ ar re dre ar staon pe ar re gant beg an teod war-gil. E-mesk ar langajoù tibeto-birman eo an tibeteg unan deus ar re goshañ testeniekaet, gant an tangout, ar birmaneg, an newareg hag ar meteieg
Langaj klasik bouddhism an Asi Uhel, bez so e-barzh ur lizheradur pourvezet abaoe ar VIIIvet kantved.
[kemmañ] Lizherenneg
Skrivet e vez gant ar skritur tibetek. Dindan Unikod vez kodet deus 0F00 da 0F7F ar c'harakterioù tibetek. Set aze ar lizherenneg tibetek, e dbu can (karakteriou moulet), dbu med (skritur a-red pluenn) hag e trañsliterañ Wylie.
[kemmañ] Liammoù en diavaes
[1] Diwar-benn al lizherenneg