Trede marevezh etre Henegipt
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Tiernelezhioù faraoned e Henegipt |
Prantad raktiernelezh |
Prantad prototiernelezh |
Prantad thinit |
1añ 2 |
Rouantelezh kozh |
3de 4re 5vet 6vet |
Iañ marevezh etre |
7vet 8vet 9vet 10vet |
11vet (Teba nemetken) |
Rouantelezh krenn |
11vet (Egipt a-bezh) 12vet |
II marevezh etre |
13vet 14vet 15vet 16vet 17vet |
Rouantelezh nevez |
18vet 19vet 20vet |
IIIde marevezh etre |
21añ 22 23de 24re 25vet |
Maread izel |
26vet 27vet 28vet |
29vet 30vet 31añ |
Prantad Gresian |
Aleksandr Veur |
Tiernelezh ar Ptolemeed |
Prantad Roman |
E fin an XXvet tierniezh en doa kollet Ramses XI (-1098/-1069) tout e galloud hag e krog Henegipt da zizrannañ en-dro. A-dalek -1080 mui-pe-vui, e krog Herihor, hag eñ beleg meur Amon e Teba, da vezañ ur seurt briz-faraon e Teba, mestr war kreizteiz ar vro, pa gendalc'h Ramses XI da ren war an hanternoz.
Ur wech marv hemañ, e vez krouet ar XXIañ tierniezh gant Smendes, un den dianav e orinoù, a na zo mestr nemet war Goueled Egipt. Staliañ a ra e gerbenn e biz an delta, e Tanis. Kloer Amon a gendalc'h da ren en Tebaid, en un darempred a vasaliezh teorikel d'ar faraon. Faron heverk nemetañ an dierniezh a zo Psousenes 1añ (tro-dro -1040/-993).
A-dalek ar mare-se, e krog meuriadoù a orin libyan, ar "Machaouached", de vont tre e Egipt, ha da grouiñ tiernioù e kornog an delta. Tro-dro da -950 e sav ur faraon a orin libyan, Chechonk 1añ, war dron Tanis goude bezañ dimezet gant merc'h faraon diwezhañ XXIañ tierniezh. Diazez a ra neuze an XXII tierniezh, anavezet evel an dierniezh libian. Ul lodenn eus kloer Amon a gav repu e Nubia Uhel, ha resisoc'h e Napata. E touesk faraoned an dierniezh-mañ ez eus tu menegiñ Osorkon II, brudet dreist-holl evit e "triad" meurdezus a c'heller gwelet e mirdi al Louvre.
Tro-dro da -818 e oa krouet an XXIIIde tierniezh gant ur priñs a orin Libyan, Petoubastis Iañ. Staliañ a ra e gerbenn e Bubastis, e reter an delta. Setu ma 'z eo rannet an delta etre div dierniezh. Un dierniezh all a zo o ren er su, tro-dro da Deba, hag ur pevare e Napata (Nubia Uhel).
Piye (Pyanc'hi), nubian ha roue Napata eus ar XXVvet tierniezh, a aloub Gorre Egipt adalek -740. Klask a ra bezañ mestr war an delta ivez evit peur-unvaniñ Egipt, met ur c'hwitadenn eo. Rannet e chom Egipt etre ar XXIVre tierniezh "libian" en delta hag ar XXVvet tierniezh "kouchiteg" er C'hreisteiz.
Ar brezelioù diabarzh-mañ a gwana kalz Egipt. Tennañ spled a ra an Asirianed eus kement-mañ evit aloubiñ ar vro e -667, dindan ren Asurbanipal.
|
Porched Egiptopedia |
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |