XIvet tiernelezh Henegipt
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Tiernelezhioù faraoned e Henegipt |
Prantad raktiernelezh |
Prantad prototiernelezh |
Prantad thinit |
1añ 2 |
Rouantelezh kozh |
3de 4re 5vet 6vet |
Iañ marevezh etre |
7vet 8vet 9vet 10vet |
11vet (Teba nemetken) |
Rouantelezh krenn |
11vet (Egipt a-bezh) 12vet |
II marevezh etre |
13vet 14vet 15vet 16vet 17vet |
Rouantelezh nevez |
18vet 19vet 20vet |
IIIde marevezh etre |
21añ 22 23de 24re 25vet |
Maread izel |
26vet 27vet 28vet |
29vet 30vet 31añ |
Prantad Gresian |
Aleksandr Veur |
Tiernelezh ar Ptolemeed |
Prantad Roman |
Un diernelezh a renas war Deb e-pad ar Iañ marevezh etre e oa an IX{vet tiernelezh. Hervez Manetho e endalc'has 16 roue a renas e-pad 43 bloaz. Kontroliet eo, avat, gant enskrivadurioù ha Listenn Roueel Turin a ziskouez na oa nemet seizh roue a renas e-pad 143 bloaz.
Dindan an diernelezh-mañ e oa adunvanet Egipt hag e oa savet ar Rouantelezh krenn.
[kemmañ] Kronologiezh faraoned an tiernelezh
Gant un nomarc'h eus Teba, Intef Meur mab Inku, e oa bet diazezet. E meur a enskrivadur e kaver e añv met e vab Mentouhotep I a varner evel roue kentañ an diernelezh.
Un enskrivadur graet e-pad ren Intef II a ziskouez e oa an hini kentañ oc'h en em embann roue Egipt a-bezh. Abeg e oa an dra-se ur brezel hir gant an Xvet tiernelezh a zalc'he Hierakleopolis. Aloubiñ a reas Intef Abydos met e-pad 14vet bloaz ar ren eus Mentouhotep II e oa faezhet tud Hierakleopolis.
Kreñvaat a reas an XIvet tiernelezh levezon Egipt war Afrika hag ar Reter Krenn. N'eo ket sur abeg fin an diernelezh. Hervez an dielloù egiptat e oa seizh "bloaz goulou" goude marv Mentouhotep III. Kenglotañ a reont ouzh ren Mentouhotep IV. Darn vrasañ ar glakourien a gred eo aet e vizir, Amenemhat e añv, d'ar roue kentañ eus an XIIvet tiernelezh Amenemhat I.
|
Porched Egiptopedia |
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |