UNIX
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Unix (UNIX eo ar merk marilhet) a zo ur reizhiad korvoiñ evit urzhiataer diorroet da gentañ penn adalek 1969 hag a-hed ar bloavezhioù 1970 gant ur strollad implijidi arnodvaoù Bell Labs ar c'hevredad AT&T e Murray Hill en New Jersey (Stadoù Unanet), en o zouez Ken Thompson, Dennis Ritchie ha Douglas McIlroy. Reizhiadoù Unix a-vremañ a zo dasparzhet etre skourroù diseurt, diorroet e-doug an amzer gant AT&T, war un dro gant lies pourvezer kenwerzhel hag aozadur hep pal kenwerzhel.
Ar merk marilhet UNIX a zo hiziviken perc'henniezh The Open Group, ur c'hengevredad reoladoù greantel. N'eus ken nemet reizhiadoù kenglotus ha kempleg (pe kenstumm) diouzh erspizadurioù eeun UNIX a c'haller ober "UNIX" anezhe (ar re all a reer "Heñvel ouzh Unix" pe "Unix-heñvel" anezhe).
E-kerzh dibenn ar bloavezhioù 1970 ha derou ar bloavezhioù 1980, levezon Unix er metoù skolveuriek en deus graet dezhañ bezañ degemeret alies-kenañ (dreist-holl ar varienn BSD, a zeu eus Skol-Veur Kalifornia, Berkeley) a-berzh embregerezhioù nevez-flamm, menegomp an hini heverkañ anezhe Sun Microsystems. Hiziv, pelloc'h eget ar reizhiadoù kempleg diouzh Unix, reizhiadoù korvoiñ "Unix-like" (Unix-heñvel) evel Linux ha Mac OS X zo deuet da vezañ boutin-kenañ.
Taolenn |
[kemmañ] Alberz
Reizhiadoù korvoiñ Unix a vez implijet en un doare ledan kement evit dafariaded (pe servijerioù) hag evit staeloù labour (pe postoù labour). An endro "Unix environment" ha patrom goulaviñ (programmiñ) arval-dafariad (pe klient-servijer) a voe elfennoù a-bouez evit diorren danzen ar Genrouedad hag adframmañ an urzhiataerezh war-zu rouedadoù kentoc'h eget war-zu urzhiataeroù hiniennel.
[kemmañ] Istor
Er bloavezhioù 1960 ar Massachusetts Institute of Technology, AT&T Bell Labs, ha General Electrics a laboure war ur pikol raktres a reizhiad korvoiñ, Multics e anv (Multiplexed Information and Computing Service). Tonket e oa ar reizhiad-se d'ar meururzhiataer GE-645, e sell d'e werzhañ, met ne reas ket berzh. Multics a oa ur reizhad etregwezhiat ennañ nevezadennoù a-bouez, en o zouez ar surentez. Ar raktres a zisoc'has war aozerezhioù produiñ, ar re gentañ anezho gwall dreut o barregezhioù avat.
AT&T en em dennas hag a lakas e beadra war raktresoù all. Unan eus diorroerien skipailh arnodvaoù Bell, a zalc'has da ziorren evit ar meururzhiataer GE-645, hag evitañ e skrivas ur c'hoari Space Travel e anv, anezhañ darvanerezh ur veaj a-dreuz koskoriad an Heol. Koulskoude e kave dezhañ e yae re c'horrek ar c'hoari war an ardivink GE hag e kouste re ger, 75 $ evit un amzer seveniñ rouez.[1].
Neuze ec'h adskrivas Thompson ar c'hoari e lavar gronnañ evit ur munudurzhiataer PDP-7 digant Digital Equipment Corporation gant skoazell Dennis Ritchie. An ober-se, a-gevret gant e labour war ar raktres Multics, a vroudas Thompson da embreger ur reizhiad korvoiñ nevez evit ar PDP-7. Thompson ha Ritchie a rene war ul laz diorroerien er Bell Labs, en o zouez Rudd Canaday, ha pleustriñ a raent war ur reizhiad restroù war un dro gant ar reizhiad korvoiñ liespoellad e-unan. Enlakaat a rejont ur jubennour linenn urzhiañ ha ur goulevoù maveg bihan bennak.
[kemmañ] Bloavezhioù 1970
E 1970, e voe graet Unics eus ar raktres, berradenn Uniplexed Information and Computing System, hag ar reizhiad a c'helle degemer daou implijer kevadeg. A-hervez e vije bet kavet an anv gant Brian Kernighan, en ur c'hoari war Multics - Unix ne rafe ken nemet un dra, hag hen ober mat, gwelloc'h bepred eget ar reizhiad hollek betek re ha stoc'het a oa eus Multics. Diwezhatoc'h e voe kemmet ar skrivadur da Unix.
Betek ar mare-se ne oa ket bet a skor kellidel a-berzh ar Bell Labs. Pa fellas d'ar Strollad Imbourc'h war an Urzhiataerezh implijout Unix war un ardivink brasoc'h a galz eget ar PDP-7, Thompson ha Ritchie a dapas kevraouiñ ar promesa da ouzhpennañ barregezhioù skridtreterezh da Unix en eskemm d'un ardivink PDP-11/20. Alese Bell a zeroas ur skor kellidel bennak. Evit ar wezh kentañ e 1970 e voe anvet ar reizhiad korvoiñ UNIX ent ofisiel ha seveniñ a reas war ar PDP-11/20. Ouzhpennañ a raed ur goulev furmadiñ skrid anvet roff hag un aozer skrid. An tri anezho a voe skrivet e lavar gronnañ PDP-11/20. Ar Bell Labs a implijas ar "reizhiad skridtreterezh" deraouiñ-se, a zegouezhe eus Unix, roff, and the editor, evit skridtreterezh ar goulennoù breouioù . Roff a amdroas buan e troff, ar goulev embann elektronek kentañ gant ur barregezh skridaozañ gwirion. Dornlevr ar Goulevier UNIX a voe embannet d'an 3 a viz Du 1971.
E 1973 e voe divizet adskrivañ Unix gant al lavar gouleviñ C. Ar c'hemm-se a dalveze e vije aesoc'h da gemmañ Unix a-benn e yafe en-dro war ardivinkoù all (hezoug e teufe evel-se da vezañ), ha diorroerien all a c'hellfe krouiñ argemmoù. Ar c'hod a oa bremañ berroc'h ha fetisoc'h, ha da heul e yeas diorren Unix war vuanaat. AT&T a lakas Unix e kerz skolioù-meur ha kevredadoù kenwerzhel, war an dro gant gouarnamant ar Stadoù Unanet hervez kendivizadoù aotre. Ar c'hendivizadoù aotre a endalc'he ar c'hod tarzh en e bezh nemet evit ar graoñell diouzh an ardivink, hag a oa skrivet e lavar gronnañ PDP-11. Evelato, skouerennoù notennet eus ar graoñell Unix diouzh an ardivink a veze kavet stank e diwezh ar bloavezhioù 1970 dindan stumm ul levr eilet-kenañ gant John Lions eus the Skol-Veur Su-Kembre-Nevez, al Lions' Commentary on UNIX 6th Edition, with Source Code, a vroudas kalz da zegemer Unix evel reizhiad korvoiñ kelennadus.
Aozerezhioù eus ar reizhiad Unix a raed dave outo gant embannadurioù e dornlevr implijer, e seurt ma talveze (da skouer) "Pempvet Embannadur UNIX" kement ha "UNIX Aozerezh 5". War emledañ e yeas an diorren, gant Aozerezhioù 4, 5, ha 6 a zeuas er-maez a-benn 1975. Gant an aozerezhioù-mañ e teuas meiziad ar c'horzennoù (pipes), a gasas da ziorren un teskad kod muioc'h molladel , ha da heul ur tizh diorren brasoc'h c'hoazh. Aozerezh 5 ha dreist-holl Aozerezh 6 a zisoc'has war ur yoc'h aozadurioù Unix disheñvel ken e-barzh ken e-maez Bell Labs, en o zouez PWB/UNIX, IS/1 (an Unix kenwerzhel kentañ), ha doug Skol-Veur Wollongong d'an Interdata 7/32 (an Unix kentañ nann-PDP).
E 1978 e voe embannet UNIX/32V, evit ar reizhiad VAX. D'ar mare-hont, en tu-hont da 600 ardivink a sevene Unix en un tu bennak. Unix Aozerezh 7, an aozerezh diwezhañ eus Research Unix da zont er-maez war ur skeul vras, a voe embannet in 1979. Aozerezhioù 8, 9 ha 10 a voe diorroet e-kerzh ar bloavezhioù 1980 met ne voent kaset ken nemet d'un nebeud skolioù-meur, petra bennak m'o deus ganet pennadoù evit deskrivañ al labour nevez. Disoc'hiñ a reas an imbourc'h-mañ war ziorren Plan 9 eus Bell Labs, ur reizhiad hezoug dasparzhet nevez.
[kemmañ] Bloavezhioù 1980
Da vezañ klokaet
[kemmañ] Reoliadoù
Da vezañ klokaet
[kemmañ] Perzhioù pennañ
Ur reizhiad korvoiñ evit urzhiataer liesimplijer ha liespoellad eo UNIX, da lavaret eo e lak un urzhiataer e stad da erounit meur a c'houlev evit meur a implijer war un dro. Bez' ez eus ouzh e ober ur graoñell ("kernel"), un pe lies dewezhier arc'hadoù (pe dewezhier urzhioù - "shells"), a-gevret gant un niver bras a-walc'h a c'houlevioù mavek (aozerioù, kempunerioù evit ur yoc'h aregoù, keweriañ testenn, anvonerezh, graferezh,....). Ar reizhiadoù UNIX a zo molladus kenañ da lavaret eo e c'hellont mont en-dro war an holl savennoù periantel war-vete. Da vezañ klokaet
[kemmañ] Merkoù
- AIX : UNIX kenwerzhel diaezet war System V danzeet e 1990 gant IBM,
- Sun Solaris : Bet SunOS, diorroet gant Sun Microsystems. Diazezet war BSD, gwellaet dre ar reizhiad restroù NFS, teuzet e 1992 gant erspisadurioù System V ha POSIX a-benn bezañ kempleg gant ar mrek Unix,
- HP-UX : UNIX kenwerzhel diazezet war BSD, diorroet gant Appolo hag abaoe 1986 gant an adprener Hewlett-Packard,
- Ultrix : UNIX kenwerzhel danzeet gant SGI,
- UNIX SCO : UNIX kenwerzhel diazezet war System V danzeet adalek 1979 gant Santa Cruz Operation hag Hewlett Packard,
- UnixWare : UNIX kenwerzhel danzeet gant Novell,
- Tru64 UNIX : UNIX kenwerzel danzeet gant Compaq,
Da vezañ klokaet
[kemmañ] Skog
Da vezañ klokaet
[kemmañ] Reizhiadoù Korvoiñ frank
Da vezañ klokaet