अ (lizherenn)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
- Notenn a-bouez:
- Evit gallout gwelet mat ar bajenn-mañ e rank bezañ staliet war hoc'h urzhiataer lizherennoù ispisial hag a c'heller pellgargañ amañ:
- Code 2000
Unan eus lizherennoù pennañ al lizherenneg devanagari eo अ, implijet evit skrivañ ar son vogalennek [ʌ] treuzskrivet peurliesañ a . Implijet e vez ar stumm distag-mañ nemet e penn-kentañ ur ger. Distaget e vez da heul pep lizherenn keit ma ma ne vez vogalenn ebet all, da skouer al lizherenn diazez प [pʌ]. Implijet e vez ur sin diakritek ispisial anvet halanta (्) evit merkañ diouer ar vogalenn-mañ e diwezh ur ger, da skouer प् [p]. Diorroet er penn-kentañ evit skrivañ ar sañskriteg e vez implijet bremañ al lizherenneg-mañ evit skrivañ meur a yezh vev all, en o zouez ar hindeg (hindi) Diorroet e oa bet diwar al skritur bramiek (brahmi) ha kevatal d'al lizherennoù-mañ da heul e meur a abjad all implijet evit skrivañ yezhoù India dreist-holl, en o zouez:
|