Lizherenneg vramiek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un abjad eo ar skritur bramiek (pe brahmi) kentoc'h evit ul lizherenneg rik dre ma talvez pep lizherenn genosonennel diazez d'ur silabenn enni ur vogalenn dre ret hag a c'hell bezañ kemmet dre ouzhpennañ oute stumm stag ar vogalennoù evel diakritikoù.
Sañset stummet war patrm al lizherenneg aramaek pe al lizherenneg fenisek e oa bet diooroet al lizhereneng vramiek en India tro-dro d'ar bloavezh 500 a-raok ar varevezh voutin. Implijet e veze ar skritur brahmek evit skrivañ ar sañskriteg hag ar prakriteg. Diwar stummoù lizherennoù ar skritur bramek e oa bet diorroet tro-dro da 40 lizherenneg all implijet gwechall ha hiziv c'hoazh en India dresit-holl, met ivez er broioù war he zro, en o zouez ar skritur devanagari, al Lizherenneg panjabek, al lizherenneg goudjaratek, al Lizherenneg vanglaek (bengali), al lizherenneg oriyek met ivez al lizherennegoù kmerek, taiek pe tibetek.
[kemmañ] Kensonennoù
[kemmañ] Vogalennoù
[kemmañ] Testenn istitl== |