ई (lizherenn)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
- Notenn a-bouez:
- Evit gallout gwelet mat ar bajenn-mañ e rank bezañ staliet war hoc'h urzhiataer lizherennoù ispisial hag a c'heller pellgargañ amañ:
- Code 2000
Unan eus lizherennoù pennañ al lizherenneg devanagari eo ई, implijet evit skrivañ ar son vogalennek [i:] treuzskrivet peurliesañ [[Makron|ī].
Ne vez implijet ar stumm distag-mañ nemet e penn-kentañ ur ger pe goude ur vogalenn all. A-hendall e vez implijet ar stumm stag-mañ: ी da skouerकी [ki:]
Diorroet er penn-kentañ evit skrivañ ar sañskriteg e vez implijet bremañ al lizherenneg-mañ evit skrivañ meur a yezh vev all, en o zouez ar hindeg (hindi)
Diorroet e oa bet diwar al skritur bramiek (brahmi) ha kevatal d'al lizherennoù-mañ da heul e meur a abjad all implijet evit skrivañ yezhoù India dreist-holl, en o zouez:
- Lizherenneg panjabek: ਈ
- Lizherenneg gudjaratek: ઈ
- Lizherenneg banglaek (bengali): ঈ
- Lizherenneg oriyek: ଈ
|