Antonio Vivaldi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Antonio Lucio Vivaldi (4 a viz Meurzh 1678, Venezia - 28 a viz Gouere 1741, Vienna) a zo ur sonaozour italian, unan eus re bennañ ar marevezh barok.
Taolenn |
[kemmañ] Buhezskrid
Antonio Vivaldi a grogas gant e vuhez diroll dre vezañ ganet da zevezh ur c'hren-douar.
Korfet dister evel ma oa, darbet e voe dezhañ mervel en e gavell ha badeziet e voe trumm devezh e c'hanedigezh, gant an amiegez hec'h-unan.
E dad, barver met ivez biolinour donezonet e penniliz Sant-Mark, en skoazellas da loc'hañ gant ur red-micher sonerezhel hag en lakaas da vezan degemeret er c'hlaviaz Cappella di San Marco, lec'h ma voe ur biolinour priziet anezhañ. Edo gant ar verranal, ar pezh a vroudas e dad d'en gouestlañ d'ar velegiezh. Kerniet e 1693, e yeas da veleg e 1703. Lesanvet e veze ar « beleg rouz » dre ma oa melegan veneziat liv e vlev.
Kerkent ha 1704, e voe diskarget eus e gefridioù ha redioù evit abegoù mezegel, ar pezh a roas dezhañ an tu d'en em reiñ penn-da-benn d'ar sonerezh. E-giz-mañ e voe mestr biolin en Ospedale de la pieta, un ospital lec'h ma kelenne an emzivadezed ; ar c'hlaviaz plac'hed-se a oe d'an ampoent dieil er bed hag a zedenne kalz a estrenien pinvidik. Labourat a rae ivez evel impresario evit c'horiva Sant'Angelo Venezia en ur ober war-dro ar c'hevratoù hag al lizheroù-dle.
Buan-kenañ e teuas klod ha brud dezhañ, hag e-touez esparadennoù kentañ ar sonerezh e voe da vat. Gant ar plac'hed yaouank niverus en ambrouge alies e roe danvez da ragachat. Pilwerzhañ ar rae e zornskridoù diouzh feur un dugad ar c'hengerzad. Aet war an oad e yeas da reuzeudik ha douaret e voe gant servij ar re baour an ospital.
Goude e varv e kouezhas e oberenn e puñs an ankounac'h kent bezañ tennet er-maez anezhañ adalek 1913 da heul labourioù ar c'herzoniour Marc Pincherle, ha dont war wel da vat er bloavezhioù 1950. Adembannet hag enrollet e voe e oberennoù pennañ.
[kemmañ] Dielfennadenn
Dreistmuzul eo Levezon Vivaldi war ar sonerezh kornôgat : krouet en deus evit gwir ar c'hengerzad evit klav a-unan evel ma voe perc'hennet gant sonaozourien ar c'hlaselezh hag ar romantelezh. Ur c'hrouer donezonet e oa, dezhañ ur skiant ledan eus ar c'hlaviazadur. Gant ar strujus-kenañ ma voe, ez eo en tu-hont da 450 ma brasjeder niver ar c'hengerzadoù bet kenaozet gantañ.
Johann Sebastian Bach a vame kalz outañ ha digant Vivaldi an hini eo en deus amprestet ar muiañ a zodennoù evit o zreuzskrivañ pe o azasaat. Treuzskrivet en deus pergen evit ograou pe evit stokelleg meur a gengerzad diwar opus 3 Vivaldi "l'estro armonico".
[kemmañ] An oberenn
E-touesk oberennoù ar sonaozour lampr e bluenn-mañ, e konter :
- 456 kengerzad (en o zouez 210 evit biolin pe gaolviolin a-unan)
- 44 moted
- 73 sonatenn
- 47 opera en o zouez La verità in cimento (RV 739)
- sinfoniennoù
- sonerezh kambr
- sonerezh sakr (« oratorio » Juditha Triumphans, daou Gloria, Stabat Mater, Nisi Dominus, Beatus Vir, Magnificat, Dixit Dominus)
- Ar Pevar Amzer (Le Quattro Stagioni) eo heb mar e oberenn vrudetañ.
An oberennoù a heul a veze moullet en XVIIIvet kantved en ti-embann Le Cene en Amsterdam hag hini e warlec'hiad Roger, ha rummataet e vezent e korf 14 Opus.
- op.1; 12 Sonatenn e triad evit 2 violin ha solvoudenn
- op.2; 12 Sonatenn evit biolin ha solvoudenn
- op.3; 12 Kengerzad evit 1 ha meur a violin « L'estro armonico »
- op.4; 12 Kengerzad evit biolin « La Stravaganza »
- op.5; 12 Sonatenn evit 1 pe 2 violin
- op.6; 6 Kengerzad evit biolin
- op.7; 12 Kengerzad evit biolin hag oboell
- op.8; Kengerzadoù evit biolin « Il cimento dell'armonia e dell'inventione » (ennañ ar Pevar Amzer) (1725)
- op.9; Kengerzadoù evit biolin « La Cetra »
- op.10; 6 Kengerzad evit fleüt
- op.11; 6 Kengerzad evit biolin ha oboell
- op.12; 6 Kengerzad evit biolin
- op.13; 6 Sonatenn evit fleüt ha solvoudenn « Il Pastor Fido »
- op.14; 12 Sonatenn evit gaolviolin ha solvoudenn.
[kemmañ] Rummatadur arnevez e Oberennoù
- RV = an hini bremanelañ, digant Peter Ryom 1973
- P = hihi Marc Pincherle, dastumer kantadoù a gevrollennoù barok, 1950 a oa fazioù ennañ.
- Oberennoù Vivaldi diwar rummatadur Ryom
[kemmañ] Gwelet ivez
[kemmañ] Liammoù diabarzh
- Roll ar violinourien.
- Roll ar sonaozourien
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Buhezskrid, katalog darnel an oberennoù, levrlennadur, pladennrolladur
- Da selaou frank a wirioù: Ar Pevar Amzer (biolin : John Harrison ; penn-klaviaz : Rob Turizziani ; sonerien : Wichita State University Chamber ; bet sonet e : Wiedemann Recital Hall, Wichita State University, 6 a viz C'hwevrer 2000)