Aruba
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Aruba a zo un enezenn, 32 kard-lev hed dezhi, er Mor Karib, 27 kard-lev er-maez da aodoù Venezuela, dezhi ur gorread a 386 devezh-arat (193 km²). Kontrol da veur a vro eus ar rannved-hont, n'eo ket gleborek an hin: sec'h-kraz eo ar vro, ha mar deo fall evit al labour-douar e plij d'an douristed kenañ da vihanañ.
Ur stad emren eo e framm Rouantelezh an Izelvroioù.
|
|||||
![]() |
|||||
Yezhoù ofisiel | nederlandeg ha Papiamento | ||||
Statud Politikel | Stad eus Rouantelezh an Izelvroioù | ||||
Kêr-benn | Oranjestad | ||||
Rouanez | Beatrix | ||||
Gouarnour | Fredis Refunjol | ||||
Kentañ Ministr | Nelson O. Oduber | ||||
Gorread - Total - % water |
( 214-vet renk) 193 km² Negligible |
||||
Poblañs
|
(Ranked 195th)
|
||||
Moneiz | Florin Aruba | ||||
Time zone | UTC -4 | ||||
Kan broadel | Aruba Dushi Tera | ||||
Anv-domani er genrouedad | .aw | ||||
Niverenn Pellgomz-bro | +297 |
[kemmañ] Istor
Dizoloet e oa bet gant Spagnoliz e 1499, ha da Spagn e oa en-ofisiel pa oa bet aloubet gant moraerien eus an Izelvroioù e 1636.
Disrannet eo bet diouzh an Antilhez Nederlandat e 1986. Deuet eo da vout ur vro emren e framm rouantelezh an izelvroioù. Da vezañ dizalc'h e oa a-benn 1996, met paouezet e oa an argerzh a-benn 1990, war c'houlenn gouarnamant Aruba.