Beg ar Raz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Beg ar Raz a zo ur c'hab roc'hellek er c'hornôg da gumun Plougoñ er C'hab Sizun (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed). Sevel a ra ar reier greunvaenek betek 72 metrad uhelder a-us d'ar mor. Brudet eo ar beg-douar-se dre ar bed en abeg d'e stumm, hañval ouzh penn a-raok ul lestr, an dolzenn anezhañ o strishaat en ur stumm tric'hornek. Dont a ra gweladennerien e-leizh betek eno, ken ez eo bet ret aozañ ar monedone evit gwareziñ ar gwiskad brug a gresk war al lanneg etre ar reier.
[kemmañ] An anv
Dont a ra an anv raz (sellout ivez ouzh ar saozneg race) eus ur ger normanek tremenet e brezhoneg hag a ra dave d'ar froudoù kreñv a red etre ar c'hab hag Enez-Sun, 8 kilometr pelloc'h er C'hornôg.