Calandreta
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Calandreta (gwaskoneg: petites alouettes) eo anv ar skolioù divyezhek okitaneg-galleg zo en Okitania.
E Pau (Pireneoù-Atlantel) e oa bet savet an hini gentañ , e 1979.
37 a zo anezho hiziv-an-deiz en Okitanegva a zo e Frañs : (Limousin, Auvergna, Aquitaine, Midi-Pireneoù, Languedoc-Roussillon, Provence-Alpes-Côte d'Azur).
2 Skolaj a zo ivez hag en holl ez eus 2100 calandron a zo skoliataet en okitaneg.
Skolioù digoust ha lik int. Diouzh programmoù an Deskadurezh Stad eo graet ar c'hentelioù. Dre soubidigezh eo skoliataet ar vugale.
Ur greizenn stummañ a zo dezho, an APRENE (staliet e Besièrs), hag anavezet gant an Deskadurezh Stad.