Danav
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An Danav (Donau en alamaneg, Dunaj e slovakeg, Duna en hungareg, Dunav e kroateg, Дунав/Dunav e serbeg, Дунав e bulgareg, Dunăre e roumaneg, Дунай en ukraineg, Danubius e latin) eo stêr hirañ Unaniezh Europa. Adalek kember ar stêriouigoù Breg ha Brigac'h ha "mammenn an Danav" (Donauquelle) e Donaueschingen en Alamagn e tiskenn war 2 845 km betek ar Mor Du. Adstêrioù brasañ an Danav eo an Inn, ar Morava, an Drava, ar Save, an Tisza, ar Morava, an Olt hag ar Prout. Delta an Danav, hini brasañ Europa, zo 3446 km² e c'horread.