Ekosistem
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Pa vez laboured war an ekoloji e vez termened an ekosistem evel un teskad formed gant ur gumuniezh boudoù bew (pe biossenos), hag he añvironamant jeolojik, pedolojik hag atmosferennel (ar biotop). An elfennoù e-barzh un ekosistem bennaked a ziorren ur rouedad interdepandañsoù, sed pezh a bermet d'ar vuhez chom ha mond war-raog.
Ar v-biosferenn a so d'an ekosferenn evel ar g-kumuniezh biolojik d'an ekosistem.
Termened ew bed ar goms "ekosistem" gant Arthur Tansley e 1935.
An ekosistem a so ur sistem naturel, ha tued e vez da vond war-du e stabillañ stad, hanwed e "g-climax". Komsed e vez deus "argil ekolojik" pa retorn ur sistem bennaked d'ur stad nebeutoc'h stabil.
Barzh an ekosistemoù zo kombinadennoù espessoù kompleks pe gompleksoc'h. En em glewed a ra an darn vrassañ deus ar siantifiked ewid lâred zo ouzhpenn 50% eus plant ha loened an Douar ba forestoù an d-trovan. E-barzh ar re-se, n'eus ked bed kals variadurioù-klima à-hed an amserioù, sed dress pezh 'n-deus permeted d'ar plant ha d'al loened da zalc'hen da emdroiñ e-pad ur prantad hir à-walc'h.
[kemmañ] Gweled iwe
- Ekosistem akwatik
- Sikl biojeochimik
- Biom
- Biosferenn
- Biosferenn 2
- Ekoloji a ekosistem
- Ekotop
- Ekotourism
- Chadenn ar boued
- Hipolit