Führer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Führer (sturier, pe rener) eo an titl a voe roet da Adolf Hitler da vare an Trede Reich naziat. Bez' e oa ivez ur stumm sañset hiroc'h hag ofisieloc'h, "Führer und Reichskanzler" (sturier ha kañseller ar Reich) a veze implijet e prezegennoù ha kelaouennoù ofisiel.
Implijet eo bet hag e vez c'hoazh titloù gant an hevelep talvoudegezh gant diktatourien all er bed a-bezh.
Skwerioù:
- "Caudillo (de España)" (sturier Spagn) gant Francisco Franco Bahamonde
- "Vodca" ['vodtsa] (sturier) gant Jozef Tiso, diktatour Slovakia etre 1939 ha 1945
- "Poglavnik Nezavisne Države Hrvatske" (sturier stad dieub Kroatia) gant Ante Pavelić, diktatour Kroatia etre 1941 ha 1945
- "Fører" (kv. alamaneg "Führer") gant Vidkun Quisling, kentañ ministr Norvegia dindan an aloubidigezh naziat
- "Conducător" gant Ion Antonescu ha Nicolae Ceauşescu, dikatatourien Romania
- "Duce" gant Benito Mussolini, diktatour Italia etre 1923 ha 1945
- "Widaehan ryŏngdoja" (koreaneg: 위대한 령도자) (sturier karet) gant Kim Jong-Il, diktatour Norzh Korea abaoe 1994
- "Wěidà Lǐngxiù" (sinaeg: 伟大领袖毛主席) (Sturier Meur) gant Mao Zedong e Republik Pobl Sina.