Ganymede (loarenn)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Europa skeudennet gant Galileo | |
Dizoloadenn | |
---|---|
Dizoloet gant | Gan De |
Dizoloet d'ar | -364 |
Doareennoù he c'helc'htro | |
radius krenn | 1,070,400 km 1 |
Kelc'htro | 6,725,500 km |
Ezkreizennegezh | 0.0011 |
Periapsis | 1,069,200 km |
Apoapsis | 1,071,600 km |
Prantad reveulziañ | 7.15455296 d |
Tizh orbitel krenn | mui.: 10.892 km/s krenn: 10.880 km/s nebeut.: 10.868 km/s |
Stouadur | 0.20° (diwar keheder Yaou) /2.21 (diwar an ekliptik) |
Loarenn eus | Yaou |
Doareennoù fizikel | |
Treuzkiz krenn | 5262.4 km |
Platadur | |
Gorread | 8.7e km² |
Volum | 7.6e km3 |
Mas | 1.4819e kg(0.015 Douar) |
Stankter | 1.942 g/cm³ |
Gravitadur gorre | 1.428m/s² ((0.146 g) |
Tizh achap | 2.741 km/s |
Devezh | sinkron |
Stouadur | 0° |
Albedo | 0.43 |
Sked dre wel | 4.6 |
temp. gorre | krenn: ~109 K |
Gwask atmosferel | dister-kenañ |
Oksijen dreist holl |
Ganymede (gresianeg Γανυμήδης) a zo loarenn vrasañ Yaou hag al loarenn vrasañ e koskoriad an Heol. Brasoc'h eo he zreuzkiz eget hini Merc'her met n'he-deus nemet hanter he mas. Kalz brasoc'h eget Ploudon eo al loarenn nemeti (ouzhpenn al Loar) a c'heller gwelout hep pellseller. Dizoloet e voe bet e -364 gant ar steredoniour sinat Gan De war a seblant met ne veze ket anavezet an dra-se en Europa pan addizoloas anezhi Galileo Galilei e 1610. Anvet e voe Ganymede gant Simon Marius met ne voe ket implijet an anv-se a-araok an XXvet kantved. E darn vrasañ ar skridoù steredoniel abredoc'h e veze graet Yaou III anezhi (n'anavezed ket loarennoù ar strollad Amalthea c'hoazh). He anv a zeu eus Ganymede, ur paotr yaouank karet gant Zeus.
Taolenn |
[kemmañ] Perzhioù fizikel
[kemmañ] Frammadur diabarzh
Eus silikadoù hag eus skorn eo kenaozet Ganymede. Dindan ar c'hler e kaver ur gwiskad a skorn klouar, gant, marteze, kelch'adioù a zour liñvel. Ar fedoù dastumet gant ar sontenn galileo a zamveneg eo disrannet e tri gwiskad : ur greizenn vihan a houarn teuzet, ur vantell a silikadoù hag ar c'hler. Bezañs ur grezenn vetalek a zamveneg e oa bet tommoc'h Ganymede en amzer dremenet eget ma kredfed gwechall. Heñvel ouzh hini Io e c'hellfe bezañ frammadur diabarzh Ganymede.
[kemmañ] Torosennadur
Gorre Ganymede a zo ur meskaj eus daou zoare a dachennad : rannvroiù teñval, kozh tre, ha gant kraterioù niverus ha kelc'hiadoù sklaeroc'h, yaouankoc'h ha merket dre leinoù ha frailhoù. Tektonik eo o orin. Gant disfurmidigezhioù ar c'hler e voent furmet. Torosennadurioù heñvel ouzh beradennoù a vaen teuzet a gaver ivez. Ar rannvrioù teñval a zo heñvel ouzh gorre Callisto.
War an holl c'horre eus al loarenn e kaver krateroù niverus. Stankder war an tachennoù teñval a ziskouez e voent furmet 4.000 milion bloaz'zo, evel uheldirioù al Loar. Ar rannvroiù sklaer a zo yaouankoc'h met n'eur ket sur petra eo o oad resis. Krateroù a c'holo al leinoù e kornioù-bro'zo met ganto ez int troc'het e rannvroioù arall. An dra-se a zamveneg eo kozh tre un darn, d'an nebeutañ, eus torosenadur Ganymede. Kavout a reer krateroù yaouank gant ejecta ivez. Er c'hontrol re al Loar ez eo plaen a-walc'h krateroù Ganymede. Se a zo en-abeg d'an natur skornek eus krestenenn Ganymede hag a c'hell red ha diverkañan torosenadurioù.
An torosennadur brasañ eus Ganymede a zo ur blaenenn deñval, Galileo Regio hec'h anv.
[kemmañ] Atmosferenn
Er bloavezhioù 80 e tizoloas ur skipailh a steredonourienn indiat ha amerikan eus gedlec'h Lembang (Indonesia), e-pad ur c'huzhadur, he-doa Ganymede un atmosferenn voan tre. Ar fedoù dastumet gant ar pellseller Hubble o-deus diskouezet e oa kenaozet eus oksijen dreist-holl. N'eo ket priduet hemañ gant ar vuhez, evel war an Douar met gant dielfennadur ar skorn didan efed ar skinoù.
[kemmañ] Magnetofsferenn
Ar sntenn galileo he-deus dizoloet he-doa Ganymede ur maez magnetik dezhi hec'h unan lec'hiet e-barzh hini Yaou. An hevelep orin hag hini an Douar eñ-deus, war a seblant : redoù e-barzh ur greizenn vetalek. Al loarenn nemeti gant an doare maez magnetik-se e koskoriad an Heol. Ganymede he-deus ur maez magnetik arall, krouet gant efed hini Yaou war ur gwiskad a vateri-kas dindan ar c'hler. Krediñ a reer ez eo dour liñvel ha holennek lec'hiet etre daou wiskad a skorn, 150 km dindan ar c'hler.
[kemmañ] Liammoù diavaez
Loarennoù Yaou |
---|
Adrastrea | Aitne | Amalthea | Ananke | Aoede | Arche | Autonoe | Callisto | Callirrhoe | Carme | Karpo | Chaldene | Cyllene | Elara | Erinome | Euanthe | Eukelade | Euporie | Europa | Eurydome | Ganymede | Harpalyke | Hegemone | Helike | Hermippe | Himalia | Io | Iocaste | Isonoe | Kale | Kallichore | Kalyke | Leda | Lysithea | Megaclite | Metis | Mneme | Orthosie | Pasiphae | Pasithee | Praxidike | Sinope | Sponde | Taygete | Thebe | Thelxinoe | Themisto | Thyone |
S/2000 J 11 | S/2003 J 2 | S/2003 J 3 | S/2003 J 4 | S/2003 J 5 | S/2003 J 9 | S/2003 J 10 | S/2003 J 12 | S/2003 J 14 | S/2003 J 15 | S/2003 J 16 | S/2003 J 17 | S/2003 J 18 | S/2003 J 19 | S/2003 J 23 |
Yaou | Koskoriad an Heol |