Hlodwig Iañ
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Roue ar Franked Saliat eo bet Hlodwig ha war-dro 480 goude Jezuz-Krist e rene war un tiriad etre ar Roen hag aodoù Flandrez. Dont a reas a-benn da astenn e veli war an darn-vuiañ eus Galia. Gwelet e vez evel kentañ roue Bro-C'hall. Dont a reas e anv da vezañ skrivet Louis e galleg ha Loeiz e brezhoneg. Hlod a zo evit brud ha wig evit emgann e germaneg. Stumm germanek : Ludwig ha stumm latinaet : Ludovicus. Penn ar rummad-roueed kentañ e Bro-C'hall eo bet Hlodwig, ar Veroveed diouzh o anv.
[kemmañ] Galia e dibenn ar Vvet kantved
E dibenn ar Vvet kantved goude Jezuz-Krist e oa aet da get beli an Impalaeriezh roman e Galia. Meur a bobl c'herman hag a reer ar Varbared anezho o o ao ren war meur a diriad bihan.
- Ar Franked staliet e Biz Galia, o doa servijet da soudarded skoazeller evit difenn harzoù an Impalaeriezh
- Ar Vurgonded staliet e pastell-vro Lugdunum hag e Savoia (Sapaudia)
- Ar Wizigoted staliet e Su al Liger hag el Lengadok
Koulskoude e oa chomet milourien galian-roman zo mestr war pastelloù-bro zo evel hini Soissons e-lec'h ma rene Syagrius.
Hlodwig, mab da Hilderik ar Iañ ha da vBasina, a zeuas da vezañ roue war ur rouantelezh tro-dro da Tournai e Belgia a hiriv.
Da veza~kendalc'het