Siria
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||
Kan broadel | Homat el Diyar | ||
Yezh ofisiel | Arabeg | ||
Kêr-benn | Damask | ||
Gorread -En holl -% dour |
185,180 km² 0.06% |
||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
19,043,000 annd. (2005) 99/km² |
||
Prezidant | Bashar al-Assad | ||
Gouel broadel | ?? | ||
Moneiz | Lur siriat | ||
Kod pellgomz | 963 | ||
Kod war ar genrouedad | .sy |
Siria (Arabeg : سوريا), Republik Arab Siriat (Arabeg: الجمهورية العربية السورية) hec'h anv ofisiel, a zo ur vro er Reter Nesañ. Harzoù he deus gant Liban war-du ar c'hornôg, Israel war-du ar mervent, Jordania war-du ar su, Irak war-du ar reter ha Turkia war-du an norzh. Israel a zalc'h uheldirioù ar Golan e mervent ar vro hag ur rendael he doa gant Turkia a-zivout proviñs Hatay betek n'eus ket pell'zo. Kemeret en ur ster istorel e endalc'h Siria douareier Liban, Israel, Palestina hag un darn eus Jordania, met pas proviñs Jazira.
Taolenn |
[kemmañ] Anv
Eus ar gresianeg evit bro-Aram war ribl reter ar Mor Kreizdouar etre Egipt war du ar Su, Arabia war du ar reter ha Cilicia war du an norzh. Enderc'hel a rae un darn eus Mezopotamia ha rouantelezhioù Commajen, Sophenn, and Adiabenn, a voe, hervez Plinus an Henañ, anvet Asiria gwechall. E maread Plinus, avat e oa bet rannet an douar etre meur a broviñs roman : Judea (diwezhatoc'h Palestina) er pezh a zo hiziv Israel, Palestina ha Jordania, Phoenicia er pezh a zo hiziv Liban, Coele-Syria ha Mezopotamia.
[kemmañ] Istor
Enklaskoù arkeologiek o deus diskouezet eo Siria kavell ar sevenadurioù koshañ. War-dro keoded Ebla, dizoloet e 1973 en em astenne un impalaeriezh semitek vras a dizhe he harzoù Turkia en norzh hag ar Mor Ruz er reter etre 2500 kent J-K ha 2400 kent J-K.
Dalc'het e voe ar vro gant ar Ganaaniz, an Hebraiz, an Arameiz, an Asiriiz, ar Vabiloniz, ar Bersied, an Armeniiz, ar Romaned, Bizantion, an Arabed hag, evit darn anezhi, ar groazidi. Gant an Impalaeriezh Otoman e voe peuraloubet e 1517. Ur perzh bras he deus bet Siria en istor ar gristieniezh rak war hent he c'hêr-benn, Damask eo e voe gounezet Sant Paol d'ar feiz. E Siria, e Antiok e voe diazezet ar gumuniezh gristen gentañ er-maez Jeruzalem.
Damask a zo unan eus ar c'hêrioù koshañ er bed gant Varanasi ha Jericho. Diazezet etre 8.000 ha 10.000 bloavezh'zo hag atav eo bet annezet abaoe. Gant ar vuzulmaned e voe aloubet e 636, goude emgann Yarmouk, ha da gêrbenn an impalaeriezh Omayad. Kêrbenn ar bed islamat e chomas betek 750 pa gemeras Baghdad he lec'h.
D'ur gêrbenn broviñsel eus impalaeriezh ar vamlouked e yeas e 1260 ha distrujet e voe e 1400 gant Tamerlana gasas un darn eus hec'h annezidi da Samarkand. Adsavet e voe ha kenderc'hel a reas da vezañ ur gêrbenn betek 1517 pa voe kemeret gant an Impalaeriezh Otoman. Hemañ a gontrollas anezhi betek 1917, estreget etre 1832 ha 1840 pa voe dalc'het gant Egipt.
[kemmañ] Mandad Gall
Kontrol an Impalaeriezh Otoman a echuas pan antreas nerzhioù an Emsavadeg Arab e Damask e 1918, e fin ar brezel bed kentañ. Ur rouantelezh arab dizalc'h a voe savet, Faisal he roue. Ne badas ket pell e ren, avat ha ret e voe dezhañ mont kuit pa aloubas ar C'hallaoued Siria d'an 23 a viz Gouere 1920 da rediañ ar mandad a oa bet doa roet dezho gant Kevredad ar Broadoù. Goude emgann Maysalun etre al lu siriat renet gant Yusuf al-Azmeh e antreas an arme c'hall e Damask d'ar 24 a viz Gouere 1920.
Gant un diorroadur armerzhel ment hag un arnevezadur eus an isframmioù e voe merket maread ar mandad. Ar santimant broadelour a greskas, avat, a emsavadegoù niverus a darzhas, an holl anezho gwasket a-benn-krak.
Goude faezhidigezh Frañs e 1940 e yeas ar vro dindan kontrol gouarnamant Vichy. He mirout a ra betek an aloubidigezh saoz (skoazellet gant ar c'hallaoued frank) e miz Even 1941. Oberiantiz ar vroadelourien siriat a redias Frañs da dennañ kuit e soudarded e miz Ebrel 1946. Lezel a reas ar galloud etre daouarn ur gouarnamant republikan strollet e-pad maread ar mandad.
[kemmañ] Frankiz
Ur feur-skrid a varc'hatas Siria gant Frañs e gwengolo 1936. Mohammad Al-Abid a oa ar prezidant kentañ da vezañ dilennet gant ur vonreizh tost a-walc'h ouzh hini Frañs. Houmañ a nac'has gwiriekaat ar feur-skrid ha mirout a reas soudarded e Siria betek 1946. Shukri al-Quwatli a voe dilennet prezidant pa voe roet he frankiz (dindan gwarez Frañs) d'ar vro goude ma voe bet kaset kuit soudarded Vichy. Kalz trubuilhoù a oa, avat, goude disparti al lu gall.
[kemmañ] Perzh Siria er brezel israel-arab kentañ
Ur roll bihan a c'hoarie Siria er brezel. Er c'hontrol ar pezh a vezer o krediñ alies ne oa ket pal ar pennoù arab da zistruj Israel. Abdullah I eus Jordania ha Abdul Aziz eus Arabia Saoudat na gasas nemet nerzhioù arouezek ha gerc'haat a raent da sioulat o fobl kentoc'h eget da adaloubiñ Israel. Farouk Egipt a voe an hini nemetañ a arnodas en un doare sirus da adgemer Palestina. Liban, Siria ha Iraq n'o-doa ket an tuioù da vrezeliñ.
E Mae 1948, just kent ma kasas Siria soudarded e Palestina n'he-do nemet 4.500 a dud varrek da stourm hervez ar servijoù kevrin saoz. Hervez Glubb Pasha ne oa nemet 3.000 anezho hag hervez ar CIA ne c'helle ket Siria aozañ muioc'h eget 2.500 a dud.
Faezhet e voe Siria e keriadenn Samakh ha kibbutzim Degania A ha B war-du su al lenn Tiberias met gouestl e voe da zerc'hel ur vandenn strizh a zouar e-kichen an harzioù hag e biz Palestina, war-dro Dan, ha tri ennezad e su, kreiz ha norzh Palestina. Skoazell an ALA a nac'has, avat, ar pezh a aotreas an Israeliz d'he diarbenn d'an tu arall eus an harzoù.
[kemmañ] Taolioù-stad
Goude faezhidigezh 1949 e wanas un heuliad a zaolioù-stad ar gouarnamant hag e miz-du 1949 e kemeras Adib Shishakli ar galloud. E 1951 en em embannas prezidant goude dilennadegoù falset ha divodañ a reas ar parlamant.
[kemmañ] Ren sivil
Goude diskarr Adib Shishakli e-pad un taol-stad e 1954, e erruas ur gouarnamant sokialour ha broadelour arab er galloud. Distabil e chomas ar vro, avat, ha goude trec'h Egipt e-pad Enkadenn Suez e 1956 e kendeuzas Siria ganti da furmiñ ar Republik Arab Unvanet.
[kemmañ] Ar Republik Arab Unvanet
Ne voe ket ur berzh an unvaniezh, avat. Goude un taol-stad nevez d'ar 28 miz gwengolo 1961 e adgemeras ar vro he frankiz. An distabilder a gendalc'has, avat betek ma stalias un taol-stad nevez ur strollad ofiserien an tu-kleiz er galloud : Ar C'huzul Broadel ar Gourc'hemenn Dispac'hel. Gant ar Strollad Ba'ath e oa renet ar gouarnamant nevez.
Ar Strollad Ba'ath a gemeras ar galloud e Iraq ur viz diwezhatoc'h ha kendivizioù a oa etrezi, Siria hag Egipt da adkrouiñ ur riez arab unvanet. Ur referendum a zlefe asantiñ d'an unvaniezh met ur raktres e chomas. Eus an atroperezehioù e yeas kuit Egipt hag e miz du 1963 e voe kaset kuit ar Strollad Ba'ath eus ar galloud en Iraq. E miz Mae 1964 e aozas prezidant ur vonreizh hag envel a reas ur parlamant. Kaset kuit e voe e 1966, avat, gant un taol-stad aozet gant ur c'havailh eus ar Ba'ath.
Ar gouarnamant sokialour lakaet er galloud gant taol-stad 1966 a voe gwanaet gant faezhidigezh 1967 ouzh Israel. E-pad ar Brezel a c'hwec'h devezh e aloubas-hi ar Golan a zo dalc'het ganti c'hoazh hiziv.
C'hwitadenn an hanterourañs siriat e-pad enkadenn "Miz Gwengolo Du" a atizas ar bec'hioù e-barzh ar gouarnamant siriat ha d'ar 13 miz gwengolo 1970 emeras ar galloud ministr an difennadeg Hafez al-Assad.
[kemmañ] 1970 - 2000
[kemmañ] Soliad ar galoud
Goude e daol-stad e savas Hafez al-Assad ur frammadur nevez evit ar vro. Ur parlamant nevez a voe anvet gant 87 eus an 123 sez dalc'het gant izili ar Ba'ath. Ar rest a voe rannet etre "renkadurioù poblek" hag un nebeut strolladoù bihan. E meurzh 1971 e talc'h ar Ba'ath e gendalc'h ranvroel ha dibab a reas ur c'huzul gourc'hemenn ranvroel nevez. Ur referendum a wirikaas ar ren nevez hag ur vonreizh nevet a voe savet 1973.
[kemmañ] Brezel ar C'hipour
E 1973 e argasas Siria Israel asambles gant Egipt da adkemer ar Golan. Goude un nebeud berzhioù e voe faezhet al lu siriat gant ar arme israelat. Atroperezehioù bleniet gant Henry Kissinger a aotreas ar vro da adtapout un darn eus Siria ar pezh a livas ar gouarnamant evel un trec'h. Adalek 1973 eo sioul a-walc'h an dalbenn zoken ma n'o-deus ket sinet ar peoc'h an div vro.
[kemmañ] Hanterourañs e Liban
O koll ar brezel diabarzh Liban e oa ar gristienen varonek e 1976. D'o saveteiñ e kasas Siria 40.000 soudard met d'empleget er brezel e yeas buan tre. E-pad tregont bloavezh e viro Siria soudarded e Liban. E-pad ar pempzek bloavezh a bado ar brezel diabarzh e stourmas Siria evit kontroliñ ar vro ha da zisfontañ galloud israelek er c'hreisteiz. Goude diskarr ar Jeneral Aoun e redias Siria ar c'habaloù libanat da sinañ emglev Taif e 1989.
Siria a voe rediet da vont kuit eus Liban e 2005 goude muntr ar ministr kentañ Rafiq Al-Hariri.
[kemmañ] Kinnigoù ouzh ar ren
Div wech e voe kinniget ren aotrouniek Hafez Al-Assad. Etre 1976 e 1982 e enebas ar Breudeur Muzulman outañ. Daelañ a rae likder ar strollad Ba'ath ha galloud an Alawied a gavaent disivouder. E 1982 en em emsavas ha derc'hel a rejont Hama e-pad un nebeut devezhioù. Gant a lu e voent gwasket, avat.
E 1984 e arnodas Rifaat al-Assad, breur Hafez Al-Assad da gemer ar galloud gant skoazell an nerzhioù surentez a gontrollet tra ma oa e vreur ma oa klañvdiet. C'hwitañ a reas ha d'en em harluiñ e voe dezhañ ret.
[kemmañ] Brezel ar Pleg-Mor
Er Brezel kentañ ar Pleg-Mor e kemeras Siria perzh. Goude faezhidigezh Saddam Hussein e kemmas, evit ur c'houlzad, Siria he folitikerezh e-keñver Israel hag ar broioù arab arall. Kenvreudaerezhioù a grogas gant Israel met c'hwitañ a reas.
[kemmañ] Marv Hafez Al-Assad
D'ar 10 miz Even 2000 e varvas Hafez Al-Assad goude 30 bloavezh er galloud. Un nebeut eurezhioù goude e varv e cheñchas ar parlamant ar vonreizh da aotren e vab Bashar al-Assad da vont d'ar prezidant nevez. Gwiriekaet e voe e añvidigezh gant ur referendum d'ar 10 miz Gouere 2000.
[kemmañ] 2000 - 2004
En e brezegenn gentañ dirak Kuzul ar Bobl, d'ar 17 miz Gouere 2000 e prometas Bashar al-Assad adreizhadurioù politikel hag e-pad ur prantad a anvor "Nevezamzer Damask" (gouere 2000 - c'hwevrer 2001) e krogas izili an enebouriezh zemokratel da vanifestiñ. O oberiantizoù a waskas ar gouarnamant zoken ma chom nebeutoc'h mac'hus eget dindan ren Hafez Al-Assad. Aotret e oa bet a internet hag ar pellgomzerien lem-laka hag un nebeut strolladoù-enebouriezh a voe bet savet.
[kemmañ] Proviñsoù Siria
E 14 gouarneriezh pe muhafazat(unander: muhafazah). Gant ur gouarner anvet gant ar Prezidant goude ur c'hinnig eus Ministr an Diabarzh. Gant ur c'huzul dilennet eo skoazellet-eñ.
|
|
---|---|
Afghanistan | Arabia Saoudat | Armenia2 | Azerbaidjan1 | Bahrein | Bangladesh | Bhoutan | Brunei | Egipt3 | Emirelezhioù Arab Unanet | Filipinez | India | Indonezia5 | Iran | Iraq | Israel | Japan | Jordania | Jorjia1 | Kambodja | Kazac'hstan1 | Kiprenez2 | Kirgizstan | Korea an Norzh | Korea ar Su | Koweit | Laos | Liban | Malaysia | Maldivez | Mongolia | Myanmar | Nepal | Oman | Ouzbekistan | Pakistan | Katar | Rusia1 | Republik Pobl Sina | Republik Sina (Taiwan) | Singapour | Siria | Sri Lanka | Tadjikistan | Thailand | Timor ar Reter4 | Turkia1 | Turkmenistan | Viêt Nam | Yemen | |
Stadoù ha n'int ket anavezet | |
Nagorno-Karabac'h2 | Tamil Eelam | |
Rannvroioù gant ur statud ispisial | |
Hong Kong | Makao | Palestina | |
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn. |