Kalliope
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kalliope (Καλλιόπη}} / Kalliópê, « mouezh kaer » e gregach) a oa merc'h da Zeus ha Mnemosyne, hag ar goshañ ha furañ eus an teir muzenn.
muzenn ar varzhoniezh meurganek hag an helavarded e oa, ha hi an hini a roe an awen da Homeros pa savas an Iliada hag an Odisseia.
[kemmañ] Mojenn
Daou vab he doe: Orfeus ha Linus, pe gant an doue Apollon, pe gant Oeagrus, roue Trakia.
Barnerez e voe en tabut a voe etre Afrodite ha Persefone diwar-benn Adonis .
Livet e vez evel ur plac'h meurdezus he neuz-dremm hag ur gurunenn aour war he fenn. Hervez Hesiodos e tiskouez honañ he renk e-touez ar muzezed arall. Gant garlantezioù eo-hi fichet. Ur drompilh a vez ganti en un dorn hag ur meurgan en egile.
[edit] Calliope in fiction