Koran
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar C’horan eo levr sakr an Islam.
Ar C’horan (القرآن [al-qurān], en arabeg, da lavarout eo "an dezrevell, an dibun"), anvet ivez al-qurān al-karīm pe ar C’horan nobl, pe c’hoazh an Alkoran, a gaver ennañ, hervez ar vuzulmaned, komzoù o Doue (anvet Allāh, الله en arabeg). Diskuliet e voe ar c’homzoù-se da Muhammad (Mohammed, محمد), gant ar arc’hael Gabriel (Yibrail pe Yibril en arabeg, جبريل). E-pad buhez ar profed Muhammad e voe adlavaret kement-se dre gomz pe dre skrid. Goude marv ar profed, e 632, e voe kroget gant e heulierien da zastum dre skrid diskuliadurioù Muhammad. Ganto e voe savet al levr anvet Koran, zo ennañ 114 pennad (sūrah, سورة), pep hini anezho rannet e gwerzennoù (ʾāyātun, آيات).