Islam
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Tamm eus un heuliad pennadoù a-zivout Islam Istor Islam |
Kredennoù ha kustumoù |
Unander Douee |
Pennoù Bras |
Mohamet |
Testennoù ha lezennoù |
Koran • Sunnah • Hadith |
Skourrioù Islam |
Sunni • Chiit • C'harijit Sufiegezh |
Kevredigezh |
Studioù islamek • Istor |
Marteze ar relijion dezhi ar muiañ ar feizidi eo an Islam. Desket eo bet er VIIvet kantved gant Mouhammad e Mekka hag e Medina e Arabia (Arabia saoudat hiziv). Profed ar relijion nevez a ginnige ur gredenn uheloc'h e bal, met ne nac'he ket profeded an div relijion a oa bet prezegennet er Bibl. Koulskoude e lavare e oa bet diskuliet e zeskadurezh gant an arc'hael Jibril (Gabriel). Diwar-se eo bet dastumet ha skrivet e arabeg ar C'horan, levr sakr ar Vuzulmaned pa reer eus musulmaned (ar re suj) eus feizidi an Islam.
Taolenn |
[kemmañ] Pemp piler an Islam
[kemmañ] Gouestladur ar feiz (chahada)
Ur feizad a dlee anzav eo Allah (anv arabeg Doue) an doue nemetañ ha eo bet Mouhammad e brofed.
[kemmañ] Pediñ pemp gwech en devezh
Pediñ a reont darn-vuiañ ar Vuzulmaned o treiñ o dremmoù war-du Mekka. pemp gwech en devezh ma c'hellont.
[kemmañ] Mont da Vekka da birc'hirinañ (an Hadj)
Ar vuzulmaned a dle klask mont da Vekka ur vech en o buhez evit ober ur pirc'hirinaj e-lec'h ma veve Mouhammad.
[kemmañ] Reiñ un aluzen (ar zakat)
Ret eo d'ar feizad reiñ aluzenoù ingal evit ma vo sikouret ar re baour
[kemmañ] Yun rik ur miz-pad
E-pad an holl 19vet miz loarel, miz ar Ramadan, e tlee pep feizad yuniñ etre ar sav-heol hag ar c'huzh-heol.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- cennet - Islam Liammoù