Korsika
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
|
|||||
Kan broadel | Diu vi salvi Regina | ||||
Yezhoù komzet | Korseg, galleg | ||||
Kêr-benn | Aiacciu (galleg Ajaccio) | ||||
Prezidant | Ange Santini (UMP) | ||||
Gorread | 8 680 km² | ||||
Poblañs -Stankter |
275 000 (2005) 32/km² |
Korsika a zo un enezenn er Mor Kreizdouar, hag ur rannvro eus Frañs enni daou zepartamant : Korsika-Uhel (2B, Haute-Corse e galleg) en hanternoz, ha Korsika-ar-Su (2A, Corse-du-sud e galleg) er c'hreisteiz. Komzet e vez div yezh eno : ar galleg hag ar c'horseg.
Aiacciu (Ajaccio e galleg) eo kêr-benn an enez. Eno emañ prefeti departamant Korsika ar Su ivez.
E Bastia, ar gêr vrasañ eus Korsika, emañ prefeti departamant Korsika Uhel.
[kemmañ] Istor
Ar stad demokratel gentañ en Europa e voe Korsika, gant ur Vonreizh (da gentañ e 1735 ha da eil e 1755. Goude emgann Ponte Nuovu, d’an 8 a viz Mae 1769, ma voe pilet arme Pasquale Paoli gant ar C'hallaoued kalz niverusoc’h, e voe staget Korsika ouzh Bro-C'hall.
Mont a reas Korsika d'ober un departamant gall etre 1790 ha 1793 hag etre 1811 ha 1976.