Mor Kreizdouar
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ul lodenn eus ar Meurvor atlantel eo bet ar Mor Kreizdouar, met kazi kaeet eo bet gant an douaroù. En Norzh eo klozet gant Europa e Norzh, e Su gant Afrika hag er Reter gant Azia. Anvet e vez ivez gant ar vorourien ar Mor kreizdouar Eurafrikan pe Mor kreizdouar Europa evit ma vo dispartiet eus ar morioù kreizdouar all.
Un hent bras kenañ evit an treuzdougerezh dre vor eo bet er Ragistor hag en Henamzer pa teuas war wel pobloù o doa ezhomm ober kenwerzh ha sevel liammoù politikel ha sevenadurel, pobl an Egiptiz kozh, pobl ar C'hresianed, pobl ar Romaned ha pobloù ar Reter, Semited (an Arabed, ar Fenikianed hag ar Yuzevien en o zouez) ha Persed.
Unan eus mammennoù pennañ sevenadur ar C'hornôg eo bet ar pezh eo c'hoarvezet a-gozh war ribloù ar Mor Kreizdouar.
[kemmañ] Anv
Kreizdouar (kreiz + douar) a zeu eus troidigezh rik an anv-gwan latin mediterraneus, heman o treiñ ar gresianeg mesogeios. Bez' ez eus (bet) anvioù all :