Litr
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Al litr zo un unanenn volum. Daou simbol ofisiel a zo : al lizherenn l vihan hag al lizherenn L vras. N'eo ket al litr un unanenn eus ar sistem etrebroadel (SI), met degemeret e vez implij anezhañ gant an SI. Ar metr kub (m³) eo unanenn volum an SI.
Taolenn |
[kemmañ] Termenadurioù ha kevatal
Al litr a zo termenet abaoe 1964 evel un anv ispisial evit an desimetr kub (1 L = 1 dm³).
- 1 L = 1000 cm³ (rik)
- 1000 L = 1 m³ (rik)
[kemmañ] Rakgerioù ar sistem etrebroadel staget ouzh al litr
Gallout a reer implij al litr gant rakgerioù ar sistem etrebroadel. Ne vez ket graet alies gant al lieskementoù (ar metr kub m³ a vez implijet neuze), war-bouez an hektolitr (hL pe a-wezhioù hl) a vez graet gantañ war dachenn ar gounezvouederezh. Ranngementoù implijet alies : an desilitr (dL, pe dl a wezhioù), ar santilitr (cL, pe cl a-wezhioù) hag ar mililitr (mL, pe ml a-wezhioù), ral a wezh ar mikrolitr (µL pe µl).
Lieskement | Anv | Simboloù | Ranngement | Anv | Simboloù | |||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
100 | litr | l | L | |||||
101 | dekalitr | dal | daL | 10-1 | desilitr | dl | dL | |
102 | hektolitr | hl | hL | 10-2 | santilitr | cl | cL | |
103 | kilolitr | kl | kL | 10-3 | mililitr | ml | mL | |
106 | megalitr | Ml | ML | 10-6 | mikrolitr | µl | µL | |
109 | gigalitr | Gl | GL | 10-9 | nanolitr | nl | nL | |
1012 | teralitr | Tl | TL | 10-12 | pikolitr | pl | pL | |
1015 | petalitr | Pl | PL | 10-15 | femtolitr | fl | fL | |
10-18 | atolitr | al | aL |
[kemmañ] Orin an anv
Deveret eo an anv litr eus un unanenn c'hall koshoc'h, al litron (0,831018 litr) a zeu e anv eus an henc'hresianeg litra, pouez 12 oñs, dre al latin.
[kemmañ] Kevatalderioù gant unanennoù metrek boas all
- 1 µL (mikrolitr) = 1 mm³ (milimetr kub)
- 1 mL (mililitr) = 1 cm³ (santimetr kub)
[kemmañ] Troidigezhioù
Ul litr
- ≈ 0,87987699 kard impalaerel
- Inverse: ur c'hard impalaerel ≈ 1,1365225 litr
- ≈ 1,056688 kard dourennek SUA
- En tu gin : Ur c'hard dourennek SUA ≈ 0,946352946 litr
- ≈ 0,0353146667 troatad kub saoz
- Inverse: Un troatad kub saoz ≈ 28,316846592 litr
Ur mililitr
- ≈ 0,03519507972785404600 oñs dourennek impalaerel
- En tu gin : Un oñs dourennek impalaerel ≈ 28,4130625 mL
- ≈ 0,0338140227018429971686 oñs dourennek SUA
- En tu gin : Un oñs dourennek SUA ≈ 29,5735295625 mL
- ≈ 0,0000353146667 troatad kub saoz
- En tu gin : un troatad kub saoz ≈ 28 316,846592 mL
[kemmañ] Displegadurioù
Peurvuiañ e vez graet gant al litroù evit an traoù muzuliet gant endalc'h pe ment o endalc'her (ar fluidennoù da skouer), tra ma vez graet peurvuiañ gant ar metroù kub (hag an unanennoù deveret) evit an traoù muzuliet gant o mentoù pe o dibasadenn. Graet e vez stank gant al litr ivez e muzulioù jedet, evel an douester (kg/L), evit keñveriañ aes gant douester an dour.
Ul litrad dour a bouez war-dro ur c'hilogram. Er memes doare : 1 mL dour a bouez war-dro 1 g ; 1000 litrad dour a bouez war-dro 1000 kg (1 [[tonenn (mas)|donenn). Eus istor an unanenn e teu a ra al liammadenn-se met abaoe 1964 n'emañ ket mui e-barzh an termenadur.
[kemmañ] Simbol
Er penn kentañ e oa l (lizherenn l vihan) simbol nemetañ al litr, da heul kenemglev ar sistem etrebroadel ne ra ket gant lizherennoù bras nemet evit ar simboloù a zo ur berradur eus anvioù tud.
E meur a vro saoznek e vez skrivet ar sifr 1 gant an dorn e-giz ur varrenn sonn hep an eil varrennig a-veskell a vez ouzhpennet e kalz a vroioù all. Abalamour da se e c'heller kemmeskañ ar sifr 1 gant al lizherenn l. War skriverezioù 'zo, dreist-holl ar re goshañ, e veze ret ober an douchenn l (lizherenn) evit skriverezañ ar sifr 1. Ouzhpenn se ez eo heñvel-poch an div arouezenn e keneliadoù arouezennoù 'zo. Dre se e voe lakaet diaes tud 'zo, peurgetket e kumuniezh ar medisinerezh. Setu e voe degemeret L (lizherenn L vras) e-giz simbol all evit al litr e 1979.
A-raok 1979 e teuas implij al lizherenn-red vihan ℓ (U+2113) da vezañ stank e broioù 'zo ; da skouer e voe erbedet gant Burev Suafrika ar Standardoù er bloavezhioù 1970. Gwelet e vez c'hoazh e broioù 'zo met n'eo ket anavet ent-ofisiel gant ar BIPM.
[kemmañ] Istor
E 1793 e voe degaset al litr e Frañs e-giz unan eus ar "muzulioù republikan" nevez, ha termenet evel un desimetr kub.
E 1879 e voe demeret termenadur al litr hag ar simbol l (lizherenn l vihan) gant Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù (CIPM).
E 1901, da geñver an 3e CGPM, e voe adtermenet al litr evel ar volum ac'hubet gant 1 kg dour pur da demperadur e zouester brasañ (3,98 ºC) dindan ur gwask a 1 atm. Gant se e voe kevatal al litr gant war-dro 1,000 028 dm³.
E 1964, da geñver an 12vet CGPM, e voe adlakaet an termenadur kozh da dalvezout, setu e voe termenet al litr evel un anv all evit an desimetr kub, da lavaret eo 1 dm³ rik. Dave NIST (e saozneg)
E 1979 e voe degemeret ar simbol all ouzhpenn L (lizherenn L vras) gant ar 16vet CGPM. Lavaret e voe ivez e vefe gwelloc'h mirout unan hepken eus an daou simbol-se en amzer da zont, met e 1990 e voe lavaret e oa ret abred c'hoazh evit ober an dra-se.