Paol Aurelian
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ur sant katolik eo sant Paol Aorelian hag unan eus ar seizh eskob o deus diazezet eskoptioù Breizh (Ar seizh sant diazezer). Diazezer eskopti Kastell-Paol (Bro-Leon - Penn-ar-Bed) eo hervez an hengoun. Lidet e vez gouel sant Paol Aorelian d'an 12 a viz Meurzh.
[kemmañ] Ar richenn
Ganet e oa bet e Bro-Gembre war-dro ar bloavezh 480. Studiañ a reas asambles gant Gweltaz ha Samzun e skol sant Iltud e Llanilltud Fawr (Bro-Gembre). Treuziñ a reas Kernev-Veur hag e teuas da Arvorig. Hervez ar richenn e tilestras en Enez Eusa ha goude-se e teuas d'an douar bras. Kont Leon, Withur, a roas dezhañ un aviel hag ur c'hloc'h, ar c'hastell roman hag Enez Vaz. Paol a savas daou vanati, an eil war an enez hag egile er C'hastell. Evit sentiñ ouzh Childebert eo e teuas da vezañ eskob hag ar c'hastell a zeuas da vezañ an eskopti. Biskoazh n'eus ket bet kavet roudoù eus ar c'hastell-se.
War skeudennoù sant Paol e weler un aerouant ouzh e dreid, rak skarzhet en defe Enez-Vaz eus an aerouant-se.
[kemmañ] An testennoù
Komzet e vez eus sant Paol e meur a vuhezskrid santel:
- Buhez Sant Paol
- Buhez sant Malou
- Buhez sant Gwenole