Raganv
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Er yezhoniezh e vez implijet an termen raganv evit komz eus ur pro-stumm a c'hell bezañ implijet e lec'h un anv pe ur frazenn anv, da skouer:
- "Yannig a roas ul levr da Gatell"
> "Eñ a roas anezhañ dezhi"
Meur a doare raganv ez eus hervez yezhadur pep yezh ha kemmañ a ra an doare ma c'hellont bezañ implijet a yezh da yezh:
- Raganvioù-gour:
- Raganvioù diskouezañ;
- Raganvioù damresisaat;
- Raganvioù stagañ;
- Raganvioù goulenn;
- Raganvioù kreñvaat