Roll an ebestel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar ger abostol (liester : ebestel) a zeu eus ar gresianeg ἀπόστολος apostolos da lavaret eo kannad, kevatal da visioner.
E barzh Aviel Mazhev (III, 13-19) e kaver roll an ebestel a zivizas mont da-heul Jezuz-Krist ha bezañ testoù eus e gelennadurezh goude e varv.
[kemmañ] An daouzek abostol
- Andrev, breur Pêr;
- Bertelame,
- Fulup,
- Jakez, mab Zebedea, anvet Jakez an Henañ,
- Jakez, mab Alfe, anvet Jakez ar Yaouer, kenderv Jezuz,
- Mazhe, ar publikan,
- Natanael, roet e anv gant Yann an Avielour ha kontet da vezañ Bertelame
- Pêr, Simon Kefaz, breur Andrev,
- Simon ar C'hananead pe Simon ar Zelot,
- Tomaz an Diskredik, anvet ivez Didim (Gevell),
- Yann, mab Zebedea,
- Yud, anvet ivez Tadde,
- Yuda Iskariot.
Hervez Mazhe e roas Jezuz-Krist an anv aramaeg Boanerges (Mibien ar C'hurun) da Jakez a Zebedea ha d'e vreur Yann.
Gant Kustentin Iañ, an impalaer roman e voe urzhiet ma vije kaset da Gergustentin archedoù an daouzek abostol ha lakaet e voent e-kreiz Iliz an Ebestel-Santel e-lec'h ma c'houlennas Kustentin bezañ beziet e 337.
[kemmañ] Troioù-lavar
- An daouzek abostol a vez graet eus taolioù ar c'hreisteiz.
- Hemañ zo un abostol a dalv kement ha "hemañ zo ur c'hwil".