Tasbih
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un tasbih pe masubhah (arabeg تسبيح pe مسبحة, turkeg: tesbih) a zo anezhañ ur gordennig warni meur a voullenn implijet gant vuzulmaned evit kaout koun eus Allah (dhikr).
Graet e vezont gant koad, maen ha plastik. Dre ma vezont implijet evit derc'hel soñj eus 99 anv Allah e vezont kavet gante 33 pe 99 boulnn peurliesañ.
Ouzhpenn anvioù Allah e c'heller implijout an tasbih goude ar pedadennoù o lâret Subhan Allah ("dreist eo Allah") 33 gwech, Al-hamdulillah ("meuleudi da Allah") 33 gwech ha Allahu Akbar ("ar gwellañ eo Allah") 34 gwech.
E Turkia, hag e broioù all ivez, e vezont implijet evel ar c'homboloi e Gresia evit c'hoari gant ar bizied hepmuiken.