Aktaion
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Aktaion, Akteon pe Aktaeon (Ἀκταίων Aktaiôn, e henc'gresianeg, distaget Akteon e gresianeg a-vremañ) a oa un hemolc'her brudet eus Thebai. Mab e oa da Ariste ha da Autonoe (pe da g-Kadmos hervez Ovid). Savet e vije bet gant an den-marc'h Kiron, a zeskas dezhañ hemolc'hiñ.
Un deiz ma oa o chaseal er menez Kiteron e tegouezhas gant an doueez Artemis (pe Diana gant ar Romaned) a-greiz ma oa-hi o koronkañ en he noazh. Droug a voe enni kement ha ken bihan ma e voe troet an den e karv ganti ha drailhet ha debret e voe gant e chas . Hervez Diodor hag Euripides n'eo ket abalamour da se e savas droug enni, met abalamour m'en devoa fougeet en he neved e oa gwelloc'h hemolc'her eget an doueez.
[kemmañ] Arzourien
Awenet eo bet al livourien gant ar vojenn.
- Tizian
- François Boucher